Unan eus koshañ festivalioù Breizh an hini eo, savet e 1978, hag unan eus ar re vrudetañ e Frañs ivez evit lakaat war-wel an holl vinorelezhioù. En arvar emañ, mankout a ra kalz arc’hant dezhañ evit bezañ sur e c’hallfe padout. Ur c’hrowdfunding a oa bet lañset d’ar 6 a …
Lenn / LireNorvegia o tont war he giz diwar-benn an tireoul ?
Sed aze ur c’heloù n’eus ket bet klevet kalz dioutañ ar sizhun-mañ. Ha padal e c’hallfe degas ur cheñchamant bras e greanterezh an tireoul. Fellout a ra da c’houarnamant Norvegia en em dennañ tamm-ha-tamm eus greanterezh an tireoul, o postañ nebeutoc’h-nebeutañ a arc’hant e-barzh. Norvegia eo ar produer hidrokarbidennoù (tireoul, …
Lenn / LireBro-Euskadi. Distro-skol war an ton stourm evit an euskareg
Foto gant Christophe de Prada Reuz a zo e Bro-Euskadi an Norzh gant choazoù ar Stad e-keñver an niver a bostoù euskareg krouet. Digwener dija o doa manifestet 350 a c’hopridi hag a gelennerien eus ar gevredigezh Seaska dirak sez an Ensellerezh Akademikel e Pau (war-dro 75 % eus an holl …
Lenn / LireAquarius. Chalet eo gouarnamant Bro-C’hall
Deuet eo ar c’heloù hiziv : degemeret e vo ar vag Aquarius e-barzh ur porzh e Malta. War-vourzh ez eus 141 repuad, saveteet a-vaez da Libia digwener. Kaoz a oa abaoe un nebeud devezhioù a zegemer ar vag-mañ en ur porzh european, met dav eo lâret ne oa ket hir …
Lenn / LireNorzh-Iwerzhon. Ur penn bras unanour a lavar e ranker prientiñ an adunvaniñ
Biskoazh c’hoazh. N’eo ket sur e plijo da holl izili Democratic Unionist Party, strollad pennañ ar brotestanted e Norzh-Iwerzhon, pe d’ar gumuniezh protestant dre vras, ar pezh en deus lavaret Peter Robinson. Ha n’eo ket n’eus forzh piv abalamour ma oa an hini e penn ar strollad etre 2008 ha …
Lenn / LireAn emsav kanak unanet evit ar referendom
En em vodet eo an holl strolladoù politikel ha sindikadoù kanak a-du gant an dizalc’hiezh evit kas da benn ar c’houlzad kabaliñ a zo kroget. D’ar 4 a viz Du e vo aozet ur referendom e Kaledonia-Nevez diwar-benn souvereniezh an enezenn. Sed aze ar goulenn a vo savet ouzh keodediz …
Lenn / LireBrexit. Digreskiñ a ra a-galz ar souten e Norzh-Iwerzhon
Sed aze disoc’h ur studiadenn evit Queen’s University e Belfast diwar-benn ar souten evit ar Brexit. Digresket eo a-galz e Norzh-Iwerzhon. Pa oa bet ar votadeg e 2016 e oa bet 56 % eus an dud eno o votiñ a-enep ar Brexit. Hervez ar studiadenn-mañ e vefe bremañ 69 % eus an …
Lenn / LireStrishoc’h e vo ar c’hastizoù a-enep d’an embregerezhioù na embannont ket o c’hontoù
Ur vezh e oa gwelet embregerezhioù evel Lactalis pe Bigard kuzhat o c’hontoù p’int rediet d’o embann bep bloaz. Nac’hañ a raent hep tamm mezh ebet, o c’houzout ervat e oant e-maez al lezenn. Dav eo lâret ne oa ket gwall goustus trubardiñ al lezenn. Gant gouarnamant Hollande e oa …
Lenn / LireTapiz ruz evit ar priñs saoudat
Mohammed ben Salmane zo e Pariz dibaoe dec’h hag e chomo betek warc’hoazh da noz. Reuz a zo tro-dro d’ar weladenn-mañ. Ar priñs-hêr eo e Arabia Saoudat, sañset n’emañ ket e penn ar Stad met e dad ar roue, an hini a ren evit gwir. Un dudenn diaes da intent …
Lenn / LireEmbannet eo klip ofisiel ar Redadeg 2018
Ha dic’hortoz eo ! Bep eil bloaz e vez sevenet ur c’hlip ofisiel gant ar ganaouenn bet choazet gant an dud. Betek an trec’h eo titl ar ganaouenn gant Penn Salsardin, teir mouezh, teir flac’h : Marine Lavigne, Sterenn Gwilhou hag Aude Moalig. Eus Douarnenez int e-giz ma c’haller divinout …
Lenn / Lire