Accueil / Maxime TOUZE (Pajenn 15)

Maxime TOUZE

Maxime TOUZE
Pennskridaozer al lodenn vrezhonek eus Pobl Vreizh eo Maxime Touzé, kelenner brezhoneg hag istor-douaroniezh eo ivez.

Eured evit an holl: Iwerzhon a lâr Ya !

  D’ar Gwener 22 a viz Mae o doa votet Iwerzhoniz da geñver ur referendom evit lâret hag-eñ e oant a-du pe get evit digeriñ an eured d’an heñvelreizhidi. Ouzhpenn 62% eus ar boblañs he doa votet «Yes». Ur souezhadenn evit ur vro ken katolik. Dont a ra Iwerzhon da ...

Lire

Paotred al Loc’h

  Disul dremenet e oa bet skignet un teul-film dibar e-barzh an abadenn Bali Breizh, anvet Paotred al loc’h. Buhez daou baotr, tro-dro da 50 vloaz hag asambles abaoe ouzhpenn 25 bloaz. Ronan Hirrien a oa bet o filmañ anezhe ar bloaz paseet. N’eo ket bemdez e vez gwelet seurt ...

Lire

Israel – Palestina, krogad ar peoc’h ?

  Benjamin Netanyahu a vefe prest da leuskel skipailh mell-droad e vro da c’hoari a-enep ur skipailh eus Palestina hervez Sepp Blatter, prezidant ar FIFA. Ur c’hrogad evit ar peoc’h. Prezidant ar FIFA a oa deuet dimeurzh paseet en Israel evit kaozeal eus diorren ar vell-droad e Palestina. Netanyahu en ...

Lire

Take us with you Scotland.

Disoc’h an dilennadegoù diwezhañ e Bro-Saoz n’en deus ket graet plijadur d’an holl. Miliadoù a dud e norzh Bro-Saoz o doa implijet an hashtag «take us with you Scotland» evit embann o c’herse o welet e oa aet ar maout gant ar virourien. Hag ar vroadelourien skosat d’o degemer evel-just. ...

Lire

Re Yaouank an UDB war Enez Groe

Dʼar 25/26 a viz Ebrel e oa bet Re Yaouank an UDB war Enez Groe evit kejañ ouzh hecʼh annezidi ha kaozeal gante diwar-benn an dodenn « Bevañ, labourat ha divizout war un enezenn ». Un dibenn-sizhun frouezhus eo bet evit ar re yaouank. Evit ar wech kentañ e oant bet war ...

Lire

Al lu a-enep an dilabour ?

Graet eo dija ! D’ar 27 a viz Ebrel en doa disklêriet François Hollande en Alençon (Orne) e vo digoret seizh kreizenn « servij-soudard a-youl vat » er Frañs. Amkan ar stignad-mañ : sikour ar re yaouank en diaester da gavout ul labour. Sifroù diwezhañ an dilabour e miz Meurzh n’int ket mat ...

Lire

Fin al Labour e Bro-Skos ?

Al Labour zo en arvar e Bro-Skos… evel ar pandaed ! Dʼar 7 a viz Mae e vo votet er Rouantelezh-Unanet evit ar General Election evit Parlamant Westminster. Un darvoud istorel e vo rak evit ar wech kentañ ne cʼhallo ket nag al Labour nag ar Virourien ren o-unan. Perak ...

Lire