Accueil / Maxime TOUZE (Pajenn 12)

Maxime TOUZE

Maxime TOUZE
Pennskridaozer al lodenn vrezhonek eus Pobl Vreizh eo Maxime Touzé, kelenner brezhoneg hag istor-douaroniezh eo ivez.

Jeremy Corbyn a souten bepred Iwerzhon unanet

Gerry Adams ha Jeremy Corbyn er bloavezhioù 1980. Penn al Labour en deus adlâret e souten evit ma vefe unanet Iwerzhon, e penn kentañ e brezegenn e-pad bodadenn vloaziek e strollad e Brighton. Dec’h e oa bet pedet d’un abadenn skinwel vrudet war ar BBC, Andrew Marr Show. Hervez an ...

Lire

Un eil lise Diwan e Gwened ?

An dibenn-sizhun-mañ e oa bet aozet emvod bloaziek Skol-Uhel ar Vro evit reiñ kolieroù an Erminig. E Gwened e oa bet dalc’het, e fin ar festival Celti’vannes. Da bevar den e oa bet roet kolier an Erminig, en o zouez Patrick Maréchal evit e stourm evit an adunanidigezh. Met ar ...

Lire

Greenpeace a ziskuli degouezh ur vatimant leun a lastez skinoberiek e Cherbourg

Dec’h en em vode e Cherbourg stourmerien “Greenpeace” ha “sortir du nucléaire”. Dilestrañ a rae an Oceanic Pintail, war e vourzh lastez nukleel eus Bro-Saoz, er porzh evit war-lerc’h treuziñ Normandi dre Rouen. Un pemzek stourmer bennak a oa strobet evit diskuliañ ar charreadegoù-se, dañjerus-kenañ evit ar boblañs. Hervez Greenpeace ...

Lire

Reuz-spontus e Norzh-Iwerzhon

Ar Maodiern Kentañ Peter Robinson, unanour, en deus roet e zilez. Abaoe m’eo bet sinet Emglevioù ar Peoc’h e 1998 ne oa ket bet kement a reuz er vro. Ar Maodiern Kentañ, Peter Robinson, unanour, en deus roet e zilez abalamour d’ur muntr a vije bet graet gant an IRA. ...

Lire

Strolladoù dizalc’hour muianiverek en Inizi Feroe

Parlamant Inizi Feroe e Tórshavn D’ar 1añ a viz Gwengolo e oa aet ar maout gant ar strolladoù dizalc’hour en dilennadegoù kannad en Inizi Feroe. Naontek sez o deus tapet diwar dri ha tregont er Parlamant lec’hel. Ur cheñchamant gouarnamant a vo, kollet eo bet gant ar virourien. Met n’emañ ...

Lire

Ur voestad evit an diaspora vreizhat

Bet oc’h o chom en estrenvro ? Emaoc’h marteze er mare-mañ ? Ha pet gwech ho peus soñjet e vanke deoc’h blaz ar vro ? Sed aze un diskoulm bet krouet gant daou baotr eus ar vro: Penn ar Box. Ur voestad gant lipouzerezhioù eus ar vro. Displegomp un tammig ...

Lire

Gouel kan ar vartoloded: berzh adarre !

An dibenn-sizhun diwezhañ e oa bet dalc’het evit an daouzekvet gwech ar festival-mañ e Pempoull, war ar porzh. Hag hervez an aozerien e vefe tizhet ar rekord, en tu all da 155 000 a dud, da wiriekaat er sizhun-mañ. Distro war unan eus festivalioù brudetañ Breizh. Bep daou vloaz e ...

Lire

Ur referendom evit ur banniel

Poazh eo ar Zelandiz-Nevez gant o banniel re heñvel ouzh hini Aostralia, re a dud a fazi etre an daou. Setu perak e oa bet lañset bloaz ‘zo un doare kenstrivadeg gant Maodiern Kentañ ar vro, John Key. Hag ar genstrivadeg-se he deus graet berzh, ouzhpenn 10 000 kinnig o ...

Lire