Kaout rannvroioù nevez droch a zo mat, kavout anvioù droch ar rannvroioù nevez-se a zo gwelloc’h c’hoazh ! Ur votadeg enlinenn a zo bet lañset gant kuzul rannvro nevez Nord Pas-de-Calais Picardie evit choaz ha sed aze an tri anv a zo kinniget : Hauts-de-France, Nord-de-France ha Terre du Nord. …
Lenn / LireTesteni daou Vreton e Palestina
Ifig Guillou o prezegenniñ. Dec’h da noz e oa bet aozet ur brezegenn gant Association France Palestine Solidarité e Sant-Brieg. Un tri-ugent a dud bennak a oa deuet da selaou aketus ar pezh o doa bevet Yves Guillou ha Vincent Gibelin. Kemeret o doa perzh en ur gefridi olivez e …
Lenn / LireLogo Yes Scotland adtapet gant un emsav dizalc’hour kalifornian
Lañs a zo gant ur c’houlzad e Kalifornia evit kaout an dizalc’hiezh. Stourmerien an emsav keodedel-mañ a zo bet levezonet a-galz gant ar c’houlzad e Skos, eme an aozerien. Betek adtapout al logo en ur eilpennañ al livioù. Diskleriañ a reont ez eus 40% eus ar Galifornianed a-du gant an …
Lenn / LireErwan Ropars, hêrezh ar bazhvalan
Dec’h e oa bet skignet e-barzh an abadenn Bali Breizh un teul-film diwar-benn Erwan Ropars, graet Le Grand Bleu anezhañ e bed ar bagadoù. Pennsoner brudet-kenañ bagad Kemper eo bet e-pad bloavezhioù hag unan eus sonerien wellañ ar vro eo. Bloaz ‘zo e oa aet d’an Anaon, ha Youenn Chapalan, …
Lenn / LireUr raktres evit gwareziñ an anvioù-lec’h kembraek
Anvet eo Gwarchod, gwareziñ e kembraeg. Pal ar raktres-mañ: dastum an holl anvioù-lec’h e kembraeg a zo er vro: parkeier, stêrioù, lennoù, stankoù, rivinoù, mougevioù hag all. Kement-mañ evit sevel ur gartenn niverel glok eus ar vro e kembraeg evit ar rummadoù a zeu. Skignet e vo an anvioù-se enlinenn …
Lenn / LireAr c’honterioù Linky ha Gazpar nac’het gant kumunioù ‘zo
War-dro hanter-kant milion a gonterioù Linky evit an tredan ha Gazpar evit ar gaz a vo staliet er Frañs evit erlec’hiañ ar c’honterioù a-vremañ. Graet e vez «konterioù speredek» anezhe rak treuzkas a reont titouroù diwar-benn ar beveziñ evit gwellaat an efedusted energetek, hervez ar pal ofisiel. Met nagennet e …
Lenn / LireUn emsavadeg studierien oc’h en em ledañ en India
Dec’h e oa en em vodet miliadoù a studierien hag a gelennerien e kreiz-kêr New Delhi, ar gêrbenn, gant bannieloù indian ha panelloù skrivet warne «N’eo ket peogwir n’emaomp ket a-du ez omp enepbrogar». E-barzh un dek kêr bennak all e oa bet studierien o vanifestiñ gant ar memes luganoù …
Lenn / LireDeskiñ skoseg gant skoazell proviñs Nova Scotia
Rener ar Gaelic Affairs office for Nova Scotia, Lewis MacKinnon. Hiziv an deiz e vefe war-dro 80 000 skoseger er bed a-bezh, nebeutoc’h evit 60 000 e Skos. Skoazell a ra muioc’h-mui gouarnamant Skos diorren ar skoseg er vro met en diavaez ivez, e Nova Scotia peurgetket. Dibaoe pevar bloaz …
Lenn / LireBevet Pariz emren !
Fellout a ra da Anne Hidalgo cheñch statud kêr Bariz evit reiñ dezhi muioc’h a emrenerezh ! Hiziv e oa bet votet mennad teuziñ ar pevar arondisamant kentañ evit ober unan nemetken. A-benn 2020 e vo lakaet da dalvezout. Ne vo nemet ur maer(ez) evit ar pevar arondisamant met chom …
Lenn / LireBodadeg e Sant-Brieg a-enep an tu-dehoù pellañ
Ar mintin-mañ e oa en em vodet war plasenn Allende e kreiz-kêr Sant-Brieg un 300 a vanifesterien bennak evit diskouez ez eo Breizh digor ha kengret gant ar repuidi. D’an hevelep koulz en em gave 30 faskour dirak ar prefeti. Galvet e oant bet d’en em vodañ gant Résistance républicaine. …
Lenn / Lire