D’ar 6 a viz C’hwevrer en deus krenet an douar en un andread bras a-varc’h war Stad an Turki hag hini ar Siri. Nerzh ar c’hren-douar 7,8 war skeul Richter, eilet gant unan all 7,5 en deus rivinet ur vro a 14 million a dud o chom enni. Gober a ra ar Stad turk he seizh posubl evit na yafe ket ar sikourioù etrevroadel betek ar rannvroioù dalc’het gant ar Gurded. Er Parlamant european, kannaded o deus savet o mouezh.
Kontañ a reer etre 50 000 ha 100 000 den flastret dindan gwask ar betoñs bet implijet evit sevel tier. Goût a oar an nen n’o deus ket heuliet ar braz eus ar bromotourien ar reolennoù enepsismik, gant ar soñj leuniañ o chakodoù evel-just. Eus tu an Turki e laker ar biz war giriegezh ar Stad n’he deus ket graet e labour kontroliñ ar savadurioù : re a draezh er betoñs, re danv ar barennoù houarn da zerc’hel ar peulioù en o sav. Kalz efedusoc’h eo bet evit sevel tailhoù ispisial « kren-douar » sañset evit gwareziñ ar boblañs eus efedoù ar c’hrenoù-douar.

Kement-se ’vez kontet gant ar mediaoù dre vras. Met den ne lak ar gaoz war un emzalc’h mantrus a-berzh ar Stad turk. Gober a ra he seizh posubl evit na yafe ket ar sikourioù etrevroadel betek ar rannvroioù dalc’het gant ar Gurded dibaoe brezel ar Siri.
Kannaded european a sav o mouezh
D’ar 15 a viz C’hwevrer, un tregont kannad european, ezel eus ar « Bodad mignoniezh gant ar Gurded », o deus savet o mouezh er parlamant e Strossburi/Strasbourg evit lakaat an hu doareoù an Durked da virout ouzh ar bodadoù sikour etrevroadel da vont d’an takadoù dalc’het gant ar Gurded. François Alfonsi, ezel eus strobad Ar Re C’hlas / Emglev Libr Europa (ELE) en deus lâret sklaer penaos edont a-unan gant an holl bet tapet gant ar c’hren-douar, forzh peseurt gouenn e vijent.
Klemm a ra eus doare gouarnamant Erdoğan en deus lakaet e grabanoù war vro Afrîn ha war vro Gabane a zo er Stad sirian. An arme durk ’neus kendalc’het da dagañ bro ar Gurded er Siri anveet ar Rojava, devezh ar c’hren-douar !
En un doare kriz en deus nac’het an Durked e yafe ar skipailhoù etrevroadel betek ar Rojava ar pezh a dalv kondaoniñ miliadoù a dud luget dindan rivinoù o zier, miliadoù a gorfoù marv lezet gant ar bleizi hervez ar C’hroasant ruz kurd. Hemañ a c’houlenn arc’hant kentoc’h eget danvezioù rak kavout a ra gwelloc’h prenañ dafar war ar plas evit na gouezhfe ket ar sikourioù etre daouarn ar Stad Turk.
« Darempredoù mat en deus ar parlamant european gant ar Gurded dibaoe o deus stourmet ouzh an islamisted » a lavar c’hoazh François Alfonsi (ELE / Femu a Corsica). « Savet o deus er Rojava ur rejim demokratel emren, un dle emezañ eo d’an Unvaniezh europat sikour ar bobl-se da greñvaat an demokratiezh du-hont ha n’eo ket plegañ ouzh c’hoantoù Erdoğan da enebiñ ouzh ar bobl kurd ».
Manifesterien e-barzh ar Parlamant evit frankiz Abdullah Öcalan
Ar memes devezh, un dornad militanted o deus manifestet e diabarzh ar parlamant da zerc’hel soñj emañ Abdullah Öcalan, diazezer ar Strollad Labourerion Kurdistan (pe Partiya Karkerên Kurdistan, PKK) ha penn ideologel ar Gurded en toull dibaoe 1999.
Hemañ en doa savet sichenn ideologel gouarnamant ar Rojava da lâret eo ur gevredadelezh a lak war-raok an ingalded, ar c’hempouez merc’hed-paotred ha gwirioù ar minorelezhioù, niverus er broioù-se.
Kement-se a ya a-enep krenn evel-just ouzh doareoù an holl vroioù tro-war-dro dalc’het gant diktatourien eus ar gwashañ pe galloudoù kreñv eus ar c’hrisañ.