E Breizh e vez dorn-ha-dorn sevenadur ha politikerezh alies. Disadorn, d’an 21 a viz Genver, zo bet bodet an dud dirak ti-gar Rosko evit goulenn distro al linenn tren o tont eus Montroulez. En o zouesk e oa un emsaver eus UDB, Fulup Plouzané. Ouzh ar mikro en deus kontet e soñj d’ar vodadeg, ha dibabet en deus ur varzhoneg evit en ober. Dre ma n’eo ket echu an emgann, Pobl Vreizh zo aet da c’houlenn an destenn digantañ evit brudañ anezhi : mennozhioù zo evit sevel luganoù flemmus !
Etre 250 ha 300 den a oa o vanifestiñ evit lâret c’hoazh hag adarre eo poent cheñch hon doare da gempenn hor bro. Ekologiezh, ekonomiezh, treuzdougen, monedusted er vro… Ur bern arguzennoù a zo bet lâret gant ar sindikadoù ha strolladoù politikel. Setu amañ re Fulup Plouzané :
Fellout a ra d’ar Vretoned
Ober un Tro Breizh a-feson a dremen dre Gorre Leon
Mont gant Breizh Go, ya, distro an tren-pato !
Ha n’eo ket dispign re a voneiz evit mont buanoc’h da Bariz
Breizhiz, n’omp ket ken sod ha… Parizaniz
Gounid 5 munut koll 10 miliard…
Hailhoned ! LGV… Livañ Gevier d’ar Vretoned !
Peseurt dibab ‘nije graet Alexis, a soñj deoc’h-c’hwi ?
Evidon-me, n’ouzon ket, ‘hat… D’ar SICA, d’ar BAI ! da zibab mat…
Poellek eo postiñ 50 million evit an 50 vloaz zo o tont !
Gellet kaout un hent-houarn a c’houl ur volontez… kadarn !
An enkadenn, sokial hag ekologel, zo anezhi da vat : ret ober dibaboù hirbad
N’eo ket disober ‘pezh ‘oa a-raok savet gant hor hendadoù, fur ha speredok
140 vloaz, ya, 7 ugent vloaz zo ‘oa bet savet linenn Rosko…
Poent eo, tudoù, kompren a rit
Soursial eus an energiezhioù – n’eo ket echu an tabutoù
Soursial eus ar modoù da veajiñ evit kas tud ha brikoli
Soursial eus hor planedenn pe e vo rivinet penn-da-benn
Tremen ‘ra pep tra, hag e raio mare ar c’hamion, an oto
Ra dremeno an tren en-dro etre Montroulez ha Rosko
gant Fulup Plouzané
Rosko, d’an 21 a viz Genver 2023
Enrollet eo bet ar son evit selaou e bouez-mouezh eus Bro-Leon, mod menez Are :
Trugarez vras d’am mignon Dom evit ar video…
Publiée par Fulup Plouz sur Dimanche 22 janvier 2023
Ar sinadeg enlinenn tost da 10 000 anv !
Goude an tamm sevenadur, pouez ar sinadur : klikit amañ evit skrivañ hoc’h anv war ar sinadeg enlinenn a zo tost da 10 000 sinadur ar miz-mañ !
Evit heuliañ keleier ar C’henstrollad evit al linenn Montroulez-Rosko : Facebook pe Twitter