Pobl Vreizh #708. Peseurt strategiezh mor evit Breizh ?

An tabut diwar-benn strategiezh mor er C'huzul rannvro Breizh © Mathilde Lahogue

Nevez-flamm eo Pobl Vreizh miz Genver ! Evel bep miz e vez kavet enni 4 fajenn e brezhoneg. Kavit amañ diverradenn ho kelaouenn gentañ e 2023. Ouzhpenn ar rubrikenn lennegezh ez eus 3 fennad hir da zizoloiñ. En o zouez ez eus ur pennad a gont ur sav-poent diwar-benn ar strategiezh mor savet gant Kuzul rannvro Breizh.

Da geñver emvod Kuzul rannvro Breizh d’ar 15 ha d’ar 16 a viz Kerzu tremenet e oa bet lakaet ar gaoz war ar strategiezh mor da sevel evit Breizh. Den ebet na vefe feuket o lavarout ne denn ket gounit a-walc’h Breizh eus ar fed ez eo ul ledenez. Ar c’hreizennañ gall ne sikour ket evit diorren ur strategiezh met, hervez kuzulierien Breizh a-gleiz hag UDB, dister a-walc’h eo ar pezh a zo bet kinniget gant kuzulierien muianiver Loig Chesnais-Girard. Ar rentañ-kont skrivet gant ar skridaozerezh a gomz diwar-benn ekonomiezh, treuzdougen ar c’hirri-samm dre ar mor, ar bigi da zistrujiñ, an endro, an energiezh, al liseoù-mor, hag all hag all.

© pep gwir miret strizh 

Da lenn ivez, istor kontelezh Richmond e Bro-Saoz

E-pad pell e oa hini duged Breizh ! Kêrbenn ur veli feodel veur e voe Richmond, e hanternoz Bro-Saoz, er Grennamzer. Enor Richmond a veze graet eus ar veli-se, da lavaret eo ur veli feodel war domanioù ha na vezent ket atav tost an eil ouzh egile, fiziet en ul lignez a noblañs gant ar roue hag a c’helle ar roue-mañ hag e warlerc’hidi lemel diganti pelloc’h evit abeg-mañ-abeg. Aet e oa enor Richmond dre hêrezh gant duged, dugezed Breizh ha lakaet o doa ar re-mañ diwar-neuze e-touesk o zitloù, hini kont, kontez Richmond, betek Anna Vreizh. Un istor kontet gant Paol ar Meur.

An Amerindian brudetañ er bed ne oa ket… amerindian !

Setu un istor souezhus, hini Iron Eyes Cody (1904-1999), un aktour hag ur gwallammer a oa deuet da vezañ brudet-kenañ evit e rolloù amerindian er filmoù western. Boas e veze Iron Eyes Cody da zisplegañ petra a oa hengounioù ar vroad Cherokee. Bevañ a rae evelto ha goût a ouie o yezh. Ur seurt mouezh-aotreet e oa evit pobloù amerindian. Met 3 bloaz a-raok mont d’an Anaon e oa bet dizoloet ar wirionez… Pennad skrivet gant Maxime Touzé.

Lennegezh vrezhonek : levrioù ar miz

Keleier lennegel a vez bep miz en ho kelaouenn ! Kavout a reoc’h pennadoù-barn levrioù en deus lennet Herve Latimier evidoc’h. Neuze er rubrikenn « Du ha gwenn ha plas da lenn » e vo komzet eus levrioù nevez embannet gant Mouladurioù hor yezh, Aber, Timilenn ha Ti-embann ar skolioù (TES). Hag evit echuiñ mat, ur c’hinnig skrivet gant kelaouenn Al Liamm, kevelerez Pobl Vreizh, diwar-benn he niverenn diwezhañ, hini 455. Lennit mat… ha bloavezh mat d’an holl !

Prenet ’vo Pobl Vreizh miz Genver er staligoù kazetennoù eus ar c’hentañ, pe war hon stalig enlinenn.

Gwelloc’h eo klikañ evit koumanantiñ : 3,75 €/miz nemetken !

> Ar Skridaozerezh / La Rédaction

Rédaction. Le Peuple breton est un site d'information en ligne et un magazine d'actualité mensuel – en français et en breton – imprimé à 4 000 exemplaires chaque mois. Ils sont tous deux édités par Les Presses populaires de Bretagne, maison d'édition associative basée à Saint-Brieuc. L'équipe de la rédaction, entièrement bénévole, est animée par une centaine de rédacteurs réguliers dont des journalistes professionnels.