Yezhoù er Rannvro Breizh. « Ur cheñchamant pouezus-tre, ha chalus zoken », eme Lena Louarn

Lena Louarn © Gilles Troel

Dalc’h kentañ ar C’huzul-rannvro Breizh a vo adalek diriaou. War ar roll-labour a zo skrivet ur sujet diwar-benn e politikerezh yezh : c’hoant en deus stagañ budjed ar yezhoù dindan hini ar sevenadur. Mes reuz a zo dija… Dec’h eo bet embannet ali Rouedad ar Brezhoneg er gazetenn Le Poher. Hiziv er gelaouenn Pobl Vreizh a c’houlenn Lena Louarn, gant un tamm douetañs : « treuzkas teknikel traken pe lodenn gentañ ur strategiezh politikel ? »

Sav-poent. Sachet eo bet va evezh gant dilennidi zo eus ar Rannvro ha gant un toullad tud oberiant e bed ar brezhoneg war ar fed e vefe kinniget, da-geñver dalc’h kentañ ar C’huzul-rannvro d’ar 15 ha 16 a viz Kerzu, e vefe mouezhiet ur cheñchamant hag a vefe pouezus-tre da’m meno, ha chalus zoken : lakaat riklañ ar programm 318 « Yezhoù Breizh » kefridiezh Stummerezh war-zu ar gefridiezh Sevenadur « kalite ar vuhez ha sked ». Chalet-bras int en reizh ha kendrec’het on bet gant se e oa ret din embann ma soñj a-raok ma vefe kinniget ar cheñchamant-se e dibenn ar sizhun.

Da gentañ-holl, ne gomprenan ket abeg gwirion ur cheñchamant a seurt-se. Lakaat a ra meur a zilennad·ez a Vreizh en entremar, hag evel-just e tegas nec’hamant e bed ar c’hevredigezhioù a bled gant ar brezhoneg.

https://lepeuplebreton.bzh/2022/12/13/langues-technique-ou-strategie/

E 2010, pa oan deuet da vezañ dilennadez-rannvro, 3e besprezidantez karget eus yezhoù Breizh, em boa goulennet en ur mod kadarn bezañ klevet gant ar prezidant Jean-Yves an Drian : goulennet em boa e vefe krouet ha staliet buan ur servij dioutañ e-unan, evit kas ma c’hefridi da benn vat, evit ur politikerezh yezh gwirion hag efedus. Goulennet em boa ivez e vefe staget ar programm a denn d’ar c’helenn d’ar gefridiezh stummerezh kerkent ha 2010 (NGAS : goulennet e oa bet gant Naig ar Gars adalek 2004), gant ur c’hresk eus ar budjed. Selaouet e oa bet ma arguzennoù gant ar prezidant an Drian ha roet en doa ma goulennoù din.

Strategel eo an nomenkladur strategel dre brogramm evel m’eo merket en e anv ! Ar pezh a dalvez, n’emaomp ket aze, din-me, gant un diarbenn teknikel rik evel ma c’haller klevet, gant unan politikel ne lavaran ket.

« Pal ar politikerezh yezh am eus kaset war-raok a oa da gentañ-holl suraat treuzkas ar yezh. »

Rummañ ar programm « Yezhoù rannvro » e « Kalite ar vuhez ha sked », zo kement hag ober ur fazi kompren rak pal ar politikerezh yezh am eus kaset war-raok a oa da gentañ-holl suraat treuzkas ar yezh da gement hini c’hoant gantañ pe ganti he ferc’hennañ.

Oberoù zo a denn, evel-just, d’ar sevenadur evel ar c’hleweled, ar c’hoariva, an embann… met kement-se n’eo ket trawalc’h evit ma teufe un durc’hadur « sevenadur dre vras » da vezañ linenn-stur ar politikerezh yezh. Rankout a ra hemañ chom da gentañ-holl troet war-zu ar re a implij ar servijoù publik diazez a zo eus an deskadurezh ha stummerezh an oadourien, ar re a glask labour da gentañ-penn.

« Rankout a ra hemañ chom da gentañ-holl troet war-zu ar re a implij ar servijoù publik diazez a zo eus an deskadurezh ha stummerezh an oadourien, ar re a glask labour da gentañ-penn.»

Setu perak e ranker stourm evit ma chomo stag ar programm-se ouzh ar gefridiezh Stummerezh, peogwir ez eo deuet ar gefridiezh Deskadurezh da vezañ « buhez al liseoù », un anv ha na glot ket gant ur gwir bolitikerezh yezh, pa sell ouzh ar re yaouank etre 2 ha 18 vloaz.

Ma santimant kentañ eo emaomp aze gant doare kiladenn. Ar c’hammed kentañ war-dreñv ?

> Lena Louarn

Contributrice. Militante reconnue pour la langue bretonne, Lena Louarn, a exercé des responsabilités de premier plan pour développer l'enseignement et la pratique des langues de Bretagne : centre de formation Skol an Emsav, écoles Diwan, revue Bremañ, Conseil culturel de Bretagne... Elle a notamment été présidente de l'Office public de la langue bretonne pendant 20 ans. Élue régionale en 2012, elle est devenue vice-présidente du Conseil régional de Bretagne en charge des langues de Bretagne jusqu'en 2021.