Pobl Vreizh #707. Petra nevez e miz Kerzu ?

Ar miz-mañ, istor fulor an harperien Red Star © Alexandre Hocquet (CC BY-SA 4.0)

Embannet eo Pobl Vreizh nevez ! Evel bep miz e vez kavet enni 4 fajenn e brezhoneg. Neuze, en ho kelaouenn miz Kerzu, ouzhpenn ar rubrikenn lennegezh ez eus 5 pennad da zizoloiñ. Istor, gwirioù ar merc’hed, kembraeg, mell-droad, labour-douar… Setu an diverradenn.

Evit kregiñ ez eus unan skrivet gant Paol ar Meur diwar-benn enkadenn Kuba, 60 vloaz ’zo. E fin 1962 e oa bet darbet d’ar Stadoù-Unanet hag d’an Unvaniezh Soviedel ober ar brezel etrezo. Merzet e oa bet gant Washington e oa bet savet dre guzh e Kuba krapennoù bannañ fuc’helloù buket war ar Stadoù-Unanet. Trizek devezh e padas an enkadenn etre an daou vloc’had… Ne oa ket pell an Trede brezel bed !

Diwar-benn plas ar merc’hed e Bro-Iwerzhon…

Da heul, ur pennad gant ar gazetennerez Manon Deniau hag a ro deomp da c’houzout e vo cheñchet peotramant tennet ar pennad 41.2 eus Bonreizh Bro-Iwerzhon er bloaz a zeu. Aozet e vo ur referendom war ar pennad-mañ a zispleg e ro ar gouarnamant souten d’ar merc’hed a chom er gêr war ar menaj evit ober war-dro o familh !

E Bro-Gembre ez eus araokadennoù war tachenn ar yezh er vuhez foran : ur prantad eskemm a vo aozet gant kevredad mell-droad ar vro evit implijout Cymru e-lec’h Wales en anv ofisiel ar skipailh. War hentoù ar vro e vo traoù nevez ivez. Ne vo implijet nemet an anv kembraek evit menez uhelañ ar vro war ar panelloù ofisiel. Evit gouzout hiroc’h, lennit ar pennad gant Aneirin Karadog hag a zo unan eus brudetañ barzhed Kembre a-vremañ ! Un destenn skrivet gant e galon…

Ekonomiezh ar vell-droad a-enep plijadur an harperien ?

Mell-droad ivez, met en tu-mañ eus mor Breizh ar wech-mañ : bremañ e vez aozet krogadoù ar rummad Broadel 1 d’ar Gwener pe d’al Lun hepken. E-pad ur c’hrogad er miz paseet, harperien fuloret ar Red Star o deus skignet ul lazer ouzh kameraioù Canal+. Dibosupl eo bet d’ar chadenn filmañ ar skeudennoù ha fachet bras e oa he c’hazetennerien… Un istor kontet gant Maxime Touzé.

Ur goulenn diwar-benn ar metan a zo er Pobl Vreizh ivez. A-c’houde un deg vlez bennaket e faot d’ar gouarnamant gall lakaat al labourerion-douar da ober gaz metan get stronkaj an tiegezhioù. Da lâret eo tenniñ splet ag an hañvouez, an teil hag ar stronkajoù glas arall. Neuze, muioc’h-mui a vetanizerioù a gaver. Met pet anezho gant ar pal ekologel orin ? Ur pennad gant Gaetan Duval (kavit amañ e-keñver : « Metan, bec’h an atant », un enklask gant kazetennerien Splann!)

Lennegezh vrezhonek : levrioù ar miz

Keleier lennegel a vez bep miz en ho kelaouenn ! Kavout a reoc’h rentaoù-kont levrioù en deus lennet Herve Latimier evidoc’h. Neuze er rubrikenn « Du ha gwenn ha plas da lenn » a vo komzet euz levrioù nevez embannet gant Bannoù-Heol, Al Liamm, Al Lanv, TES hag An Alarc’h. Peadra da gaout mennozhioù evit Nedeleg. Lennit mat !

Prenet ’vo Pobl Vreizh miz Kerzu er staligoù kazetennoù eus ar c’hentañ, pe war hon stalig enlinenn. Gwelloc’h eo klikañ evit koumanantiñ : 3,75 €/miz nemetken !

> Ar Skridaozerezh / La Rédaction

Rédaction. Le Peuple breton est un site d'information en ligne et un magazine d'actualité mensuel – en français et en breton – imprimé à 4 000 exemplaires chaque mois. Ils sont tous deux édités par Les Presses populaires de Bretagne, maison d'édition associative basée à Saint-Brieuc. L'équipe de la rédaction, entièrement bénévole, est animée par une centaine de rédacteurs réguliers dont des journalistes professionnels.