Pobl Vreizh #706. Penaos bezañ Breton·ez en estrenvro ?

© Stocksnap

Embannet eo Pobl Vreizh nevez ! Evel bep miz e vez kavet enni etre 4 hag 8 pajenn e brezhoneg. Neuze, en ho kelaouenn miz Du, tri fennad hir a zo da zizoloiñ. En o zouez, hini Elouen Le Gallo o vroudañ un tamm preder war ur goulenn kaset da bep hini en estrenvro : « Eus pelec’h oc’h? »

Golo Pobl Vreizh niv. 706

Piv e-touez lennerien ha lennerezed Pobl Vreizh zo bet o chom en estrenvro ? Ha piv en ho touez en deus kavet diaes pe a zo bet diaezet o respont d’ar goulenn : « Eus pelec’h oc’h ? » Ha bezañ etre daou evit respont, pe respont « Eus Breizh »… ha gwelet ne vez komprenet gant hini emaoc’h o komz gantañ pe ganti. Neuze, penaos bevañ ar fed bezañ Breton pe Bretonez pa vezer gwelet evel unan o tont eus Frañs ? Niverus e vez ar c’haozeadennoù diwar-benn ar sujed-mañ etre studierien Erasmus… Ur pennad da lenn e Pobl Vreizh miz Du ! (hag evit mont pelloc’h, adkavit hon teuliad-kazetenniñ diwar-benn an identelezh en niverenn miz Mae 2022)

Gouzout a rit istor ar festoù-noz ha labour Loeiz Ropars ?

En niverenn-mañ ivez, ur pennad diwar-benn labour un den hag en doa roet ul lusk nevez d’ar festoù-noz e-kerzh eil hanterenn an 20vet kantved : Loeiz Ropars. Kit da zizoleiñ istor an dañsal a-stroll e Breizh, a-greiz ma vezo lidet 10 vloaz renkañ ar fest-noz e glad dizanvezel an denelezh gant an Unesco. Ur pennad gant Paol ar Meur.

Peseurt liamm etre roue nevez Charlez III hag ar c’hembraeg ?

N’eo ket gwall anavezet met roue nevez ar Rouantelezh-Unanet en doa desket un tamm kembraeg pa oa yaouank. Kaset a oa bet da Aberystwyth da brientiñ e gadoriadur evel Priñs Kembre (Tywysog Cymraeg e kembraeg). E brezegenn e yezh Bro-Gembre a oa bet skignet dre an tele ha klevet gant leun a dud er bed a-bezh, diskouezet evel ur yezh normal. Neuze, hiziv, peseurt darempred en deus Charlez III gant yezh kentidik Kembre ? Peseurt dazont evit kurunenn ha titl a Briñs Kembre ? Lennit ar pennad gant Clyde Dlugy-Belmont evit gouzout hiroc’h.

Lennegezh vrezhonek : levrioù ar miz

Keleier lennegel a vez bep miz en ho kelaouenn ! Kavout a reoc’h rentaoù-kont levrioù en deus lennet Herve Latimier evidoc’h. Hag evit echuiñ mat, ur c’hinnig skrivet gant kelaouenn Al Liamm, keveler Pobl Vreizh, diwar-benn he niverenn diwezhañ, hini 454. Lennit mat !

Prenet ’vo Pobl Vreizh miz Du er staligoù kazetennoù eus ar c’hentañ, pe war hon stalig enlinenn. Gwelloc’h eo klikañ evit koumanantiñ : 3,75 €/miz nemetken !

> Ar Skridaozerezh / La Rédaction

Rédaction. Le Peuple breton est un site d'information en ligne et un magazine d'actualité mensuel – en français et en breton – imprimé à 4 000 exemplaires chaque mois. Ils sont tous deux édités par Les Presses populaires de Bretagne, maison d'édition associative basée à Saint-Brieuc. L'équipe de la rédaction, entièrement bénévole, est animée par une centaine de rédacteurs réguliers dont des journalistes professionnels.