Bep miz e kavit etre 4 hag 8 pajenn e brezhoneg en ho kelaouenn Pobl Vreizh. Tri foltred a zo da zizoleiñ en niverenn 705 nevez embannet. En o zouesk, ar pennad pennañ « Mikhaïl Gorbatchev, ar reformour touellet », gant Paol ar Meur.
Soñj ho peus e oa an URSS a-raok Kevread Rusia a-vremañ ? Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel e oa da get e 1991, hag he frezidant diwezhañ ganti. Marvet eo Mikhaïl Gorbatchev d’an 30 a viz Eost 2022. Piv e oa ? Evit Rusianed ar 21añ kantved eo un den en doa distrujet ur framm kevredigezhel hep sevel netra war ar rivinoù. Disoñjet o deus penaos e oa ar vuhez er vro a-raok bloavezhioù 1990. Neuze, Pobl Vreiz a ginnig deoc’h distreiñ a-raok koulzad Poutin evit dizoloiñ koulzad Gorbatchev.
Istor Sam Davies, moraerez saoz e Breizh
En niverenn-mañ ivez, kit da zizoloiñ Samantha Davies, moraerez a-vicher o chom e bro an Oriant. Sot eo anezhi gant kevredigezh Initiatives Cœur, a sikour bugale o deus kudennoù kalon da vezañ oberataet e Frañs pa vez dibosupl ober en o bro orin. Notennit mat ez eus un teulfilm war hec’h istor, « Seule autour du monde » a zeuio er-maez er sinemaoù Breizh e miz Du !
Hag hini Clet Abraham, arzour breton en Italia
Poltred arall da lenn ar miz-mañ, hini Clet Abraham, arzour eus Breizh o chom bremañ e Firenze, Bro-Italia. Arzour a-live etrebroadel eo ha plijout a ra dezhañ livañ ha kizellañ. Met ar pezh a ra brud dezhañ eo e labour street art evit kinklañ ar panelloù hent. Ur prosez a vo d’an 12 a viz Kerzu e Kemper.
Lennegezh vrezhonek : petra nevez ?
Keleier lennegel a zo ivez evel-just ! Kavout a reoc’h rentañ-kont tri levr hon eus lennet evidoc’h : Scarmentado ha danevelloù all embannet gant Sav-heol, Tangwall en dielldi istorel gant Mouladurioù hor yezh ha Mont gant an hentoù gant An Alarc’h embannadurioù. Hag evit echuiñ mat, ur c’hinnig skrivet gant kelaouenn Al Lanv, keveler Pobl Vreizh, diwar-benn he niverenn diwezhañ, hini 162. Lennit mat !
Prenet ’vo Pobl Vreizh miz Here er staligoù kazetennoù eus ar c’hentañ, pe war hon stalig enlinenn. Gwelloc’h eo klikañ evit koumanantiñ : 3,75 €/miz nemetken !
Kred fotoioù: M. Gorbatchev gant Yuryi Abramochkin (CC-BY-SA 3.0), C. Abraham gant LivornoDP (CC BY-SA 3.0), S. Davies gant Mille et une Productions / Upswing prod / Tanguy TV / Initiatives cœur