
Alies e vez gwelet Kawan, e Bro-Dreger, evel ur c’hreñvelc’h evit ar brezhoneg : un hentenn divyezhek zo er skol bublik abaoe ar bloavezhioù 80, ha gwelet pe klevet e vez kalz ar yezh er gumun. Enni eo staliet Ti ar Vro Treger-Goueloù. Chom a ra ivez ar politikerezh evit ar brezhoneg evel un aspadenn eus labour Pierre-Yvon Tremel, « den meur » ar c’horn-bro, met maer, kuzulier-kanton, kannad, hag all, ha tomm d’ar brezhoneg. Emeur o vont war-gil avat, didrouz (betek-hen).
Un taol-esa kentañ enep ar brezhoneg
Daoust ma oa divyezhek-holl ar panelloù-kêr, e voe savet e 2020 ur banell niverel e-kreiz ar bourk… gallek hepken ar c’hemennadennoù a lakaer warnañ. Pa voe goulennataet an ti-kêr diwar-benn an dibab-se e voe respontet da gentañ e vefe « re al labour » lakaat div wech ar c’hemennadennoù, ha ne vije graet gant kumun ebet forzh penaos. Graet e vez avat, e Karaez da skouer. Aon o doa ivez an dilennidi e vefe displijet ar boblañs o welet kemennadennoù brezhonek. Goude bezañ eskemmet pelloc’h, ha ma oa bet displeget d’an ti-kêr, gant izili ar C’henstroll evit an ekologiezh e kumunioù Bro-Dreger, e oa ar braz eus ar boblañs o c’houlenn muioc’h a vrezhoneg ha n’eo ket nebeutoc’h (evel ma oa bet muzuliet en enklask sokio-yezhoniel kaset da benn e 2018), e oa bet respontet a-benn ar fin e vefe lakaet traoù zo e brezhoneg. Mizioù war-lerc’h e kleve izili ar c’henstroll e soñje d’an ti-kêr e vefe gwelloc’h divyezhekaat « pep tra pe netra », ha n’eo ket diaes divinout peseurt choaz a oa bet graet ! Nebeut a stourm-enep a oa bet d’ar mare-hont, dre ma ne oa ket echu c’hoazh gant afer ar C’hovid hag e oa diaes d’an dud en em vodañ, ar pezh en deus roet kalon d’ar muiañ-niver en ti-kêr evit mont pelloc’h.
Divrezhonekaat ar panellerezh
Ne oa ket kalz a spi da gaout goude bezañ klevet an dilennadez e-karg eus ar sevenadur o tisklêriañ e oa « lakaet diaes » gant mennozh an divyezhegezh, hag un dilennad all e oa « ar galleg yezh ar Republik ». Souezhet e oa bet meur a hini avat pa voe staliet panelloù-straed nevez e galleg hepken. Nebeut a diaesterioù a oa bet betek-hen war an tu-se, daoust ma c’haller menegiñ traoù droch, evel « plasenn de l’église » e lec’h « plasenn an iliz », « ur fazi » hervez ar maer (n’eo ket bet difaziet). Met setu ma ne lakaer ket brezhoneg ken, ger ebet, war ar panelloù nevez, ar pezh a ya da vat a-enep ar Garta Ya d’ar brezhoneg ! Sinet gant an ti-kêr. Displegadenn ebet. Evel-just ne oa ket bet meneget ar cheñchamant-se er programm da vare an dilennadegoù. Ar giladenn-se n’he deus ket miret ouzh ar maer da lakaat sevel un delwenn eus Pierre-Yvon Tremel dirak ar skol : rentañ enor d’an hini emeur o tizober e labour, na pegen brav !
Trouz o sevel…
Kement-se n’hall ket bezañ bet graet diwar skañv, peogwir e vije bet « disoñjet » gant unan bennak, evel ma c’hoarvez evit gwir aliesik er c’humunioù sinet ar Garta ganto. Un dibab e oa, hen gouzout a reer diarvar rak goulennet e oa bet da gentañ digant skipailh Ti ar Vro treiñ an holl anvioù-straed nevez, ha graet e oa bet ! Soñjet e oa bet da gentañ neuze staliañ panelloù divyezhek, ha cheñchet ali war-lec’h. Gant piv e oa bet kemeret an diviz ? N’eo ket bet kelaouet tud Kawan.
« Ha ret e vo aozañ ul lid evit tennañ ar gumun diouzh roll ar re a lak e pleustr ar Garta Ya d’ar brezhoneg ? Dirak delwenn Pierre-Yvon Tremel marteze ? » a c’houlenn ar C’henstroll evit an ekologiezh e kumunioù Kreiz-Treger. « Diskar ar brezhoneg a zo evel diskar ar c’hleuzioù », a ouzhpenn tud ar c’henstroll, da lavaret eo diskar ur glad bev-mat ha talvoudus, diskar ar pezh a zo dibar d’ar vro, evit bezañ heñvel ouzh ar re all.
E miz Gwengolo 2019 e oa bet bodet ur braz a engroez e Terrug evit klemm ouzh staliadur panelloù galleg-holl gant an ti-kêr, ha berzh en doa graet an darvoud-se. Hag un dro all a vo da vanifestiñ evit ar brezhoneg emberr, e Kawan ar wech-mañ ? Da vezañ kendalc’het…
