
Nag a draoù bet krouet gante abaoe mare o oad-krenn ; d’ar mare-se e voe divizet sevel strollad Startijenn gant pemp skoliad eus Skolaj Diwan Ar Releg-Kerhuon. Piv en dije soñjet e vijent bet c’hoazh, pemp bloaz warn-ugent war-lerc’h war leurennoù Breizh hag e vije bet savet seizh pladenn arc’hant gante, int-i o unan memes n’o dije ket soñjet e kement-se d’ar c’houlz-se.
Hiziv-an-deiz e sav ar strollad-se, arouez an trañs doare Breizh, ur sonerezh en ur c’hiz all, ur sonerezh dic’hortoz. Dont reont a-benn, war-un-dro, da lakaat an dud da zañsal er festoù-noz ha da sevel taolioù-arnod evel hini pladenn El-TaQa e 2013. Sed-aze ur strollad dibar, disheñvel eus ar strolladoù a gaver an aliesañ war leurennoù Breizh, gant e identelezh seniñ dezhañ, unan vreizhek, vodern hag a « gas koad » war-un-dro.
Gant Talm ur galon e kinnigont deomp, savet gant an eil pe egile eus ar sonerien, nav sonaozadenn dibar, ken o kemer harp war ar sonerezh hengounel, ken o kemer harp war sonadaozennoù a-vremañ. Dre-ma teue er-maez o fladennoù, izili strollad Startijenn a oa boas da souezhiñ ac’hanomp.
Ur wech c’hoazh ne dorront ket ar voaz. Ar wech-mañ eo souezhont ac’hanomp gant sonioù Talm ur galon ha Skilfoù an noz kanet o div gant Youenn Roue. Sonioù a vo degemeret mat hep mar ebet gant an diblegañ eus ar raperien.
Hed-a-hed ar bladenn souezhus hag arnevek-se e oar ar sonerien en em zizober eus ar gizioù hengounel ; hag evit dont a-benn a gement-se e lakaont da dalvezout un ijin diroll. Merzhout a reer levezonoù ar sonerezh elektro gant ur c’helluskañ tost peuzdeogus. Ar sonlivioù zo liesseurt ha liesdoare, hag alies mil bell diouzh an hengoun breizhek. Ha padal a-bell-da-bell e anavezer un dañs plinn, ur ride, ur ront Sant-Visant, ur c’has a-barh pe ur vals.
Ar sonerien daou ha daou, bombard ha binioù, hag a zo arouez ar strollad dibaoe ar penn kentañ a zo c’hoazh dioute er bladenn-se. Harpet int gant Tangi Le Gall-Carré a zo en e jeu gwellañ gant ec’h akordeon a fraoñv ken-ha-ken. Tra ma vez son sklintin gitar Tangi Oillo ha gitar boud nerzhus Julien Stévenin o kreñvaat santadoù nerzhioù ar son. Evit afer-se e c’heller dañsal war an darn vuiañ eus an tonioù, ha pa vefer souezhet gant o stumm pe abafet gante zoken. Met goude holl eo kustum gante souezhiñ ac’hanomp dibaoe pemp bloaz warn-ugent, n’eo ket ta ?
Sonerezh Startijenn zo disheñvel a-grenn, nerzhus ha souezhus alies, ha padal hoalus da vat. Hag en dro-mañ c’hoazh o sonerezh a zo ken dibar all hag e « kasont koad » e-giz diaouloù war al leurenn.
PAKER PROD 034 – www.pakerprod.bzh
Troidigezh ar pennad gant Hervé Le Gall