Trouz a sav abaoe ur miz e Breizh diwar-benn an eil-tiez ha kinnig ar statud annezad, graet gant Nil Caouissin evit Unvaniezh demokratel Breizh el levrig “Manifeste pour un statut de résident en Bretagne.” Miret e vefe ar gwir da brenañ lojeris e kumunioù zo – ar re uhel ar feur a eil-tiez enne – d’an dud o chom en trowardroioù abaoe bloaz, d’an nebeutañ.
Betek-henn e oa chomet mut avat ar pennoù-listenn evit an dilennadegoù rannvro. Setu unan avat o paouez reiñ he soñj war ar sujed-se : Claire Desmares-Poirier, penn-listenn Dazont Breizh, ul listenn hag a vod ekologourien hag emrenerien, he deus embannet e vefe kinniget ar statud annezad d’ur bodad keodedourien e penn-kentañ he respet, ma ’z a an trec’h ganti.
Eviti e vefe ur reolenn dalvoudus evit reiñ bod d’ur boblañs war gresk, hep beveziñ re a douaroù. Kumunioù bev a-hed ar bloaz a fell d’al listenn ivez, ha n’eo ket kampoù vakañsiñ hepken, daoust ma ne vefe ket miret ouzh an douristed da zont evel-just.
Ar gemennadenn en he fezh a c’haller lenn amañ :
https://avenir.bzh/fr/organisons-une-convention-citoyenne-sur-le-logement-pour-debattre-dun-statut-de-resident-en-bretagne/