N’eus ket bet klevet kalz e Frañs eus se pe nemeur. Ar sizhun dremenet e oa bet dalc’het dilennadegoù kannaded e Korea ar Su, e-kreiz enkadenn ar C’hovid-19. Penaos o deus graet evit ober kement-mañ ? Petra a c’haller kompren eus ar mod m’eo prientet ar vro dirak seurt viruz ?
Eus Europa, hag eus Frañs paneveken, e seblant bezañ drol ma n’eo ket dañjerus aozañ dilennadegoù e-kreiz un enkadenn e-giz-se. E Frañs eo bet ampellet eil tro dilennadegoù ti-kêr war ar prim pa ne oa ket prest ar gouarnamant dirak grevusted ar viruz. D’ar 15 a vie Ebrel e oa bet aozet an dilennadegoù kannaded e Korea ar Su neuze. Evit un abeg demokratel da gentañ-penn : kavout a ra da dud Korea eo pouezus kaout un parlamant hag ur gouarnamant reizhek e-kreiz un enkadenn vras. Setu perak int bet ken niverus o votiñ daoust d’ar riskl. 66 % a berzhiadur, ar feur uhelañ abaoe an dilennadegoù e 1992. Aet eo ar muianiver gant ar strollad a oa e penn ar vro, Strollad demokratel Korea. Gounezet o deus muioc’h a vouezhioù c’hoazh, a-drugarez d’ar mod ma vez meret an enkadenn ganto war a seblant. E Bodadenn vroadel Korea ar Su ez eus 300 kannad. 253 a vez dilennet e-barzh kement a bastelloù-bro gant sistem ar mouezhiañ unvan un dro. Ar 47 a chom a vez dilennet gant ar sistem mouezhiañ kenfeurel evit ar vro a-bezh. Dav eo tizhout 3 % evit kaout dilennidi.
Penaos o deus graet evit gallout votiñ ?
Strizh ha drastus e oa ar c’hoñdisionoù evit gallout votiñ met ar pezh en deus frealzet ar boblañs. 500 000 a gargidi a oa bet enfredet evit ober war-dro ar burevioù-votiñ. Ur redi e oa dougen ur maskl ha doujañ ouzh ar pellder etre an dud e-barzh ar burevioù-votiñ. Kemeret e veze terzhienn kement den az ae da votiñ. Ar re o doa terzhienn a veze heñchet betek ur sal ispisial gant mouezharc’hioù evito. Naetaet e vezent goude pep den. Ret e oa gwalc’hiñ e zaouarn ha lakaat manegoù a-raok votiñ. Hag un test Kovid-19 a oa da heul evit ar re o doa terzhienn.
Korea ar Su a zo lakaet da skouer veur er bed a-bezh evit ar mod ma vez meret an enkadenn ganto. N’eo ket bet kenfinet an dud hag abred a-walc’h o doa divizet testiñ an holl er vro evit moustrañ ar viruz. N’eo ket bet disoñjet gant ar bolitikerien nag ar bobl ar viruzoù all zo bet er bloavezhioù paseet ha prientet mat e oa ar sistem yec’hed evit stourm ouzh ur viruz nevez, ha pa vefe dianavezet hemañ.