Gouarnamant Bro-Skos, renet gant an SNP, a embann kas ur politikerezh araokaour evit brasañ mad an dud er vro. Gouzout a reont ez eus kalzik paourentez en o bro, setu perak e vez kaset ur politikerezh sokial kreñv evit klask digreskiñ an dizingalderioù. Divizet e oa bet da skouer kas ur voestad d’an holl gerent nevez gant ar peadra e-barzh evit ober war-dro o babig nevez-c’hanet evit ar c’hwec’h miz kentañ. Lañset e oa bet ar stignad e 2017, an eil bloavezh leun e oa e 2019. Ha berzh a ra, pa oa 85 % eus ar gerent a c’houlenne ar voestad e penn-kentañ ar stignad.
Kinniget e vez d’an holl dadoù ha mammoù, evit mann, n’eo ket ur redi kemer ar voestad ma ne fell ket dezho. Met memestra ez eus 96 % eus ar gerent nevez e Bro-Skos o deus choazet kemer ar Baby Box. Hag hervez ar gouarnamant ez eus 100 % a dud laouen gant ar voestad-se. En holl ez eus bet kaset 45 558 boestad e 2019. Petra a gaver e-barzh ? Ur pallenn, dilhad, lienoù-revr hag ur gwrezverker skouarn e-touez traoù all c’hoazh. Hag un draig ouzhpenn : ar voest a c’hall dont da vezañ ur seurt kabell gant ur vatarasenn. Kalzik a familhoù paour n’o dez ket arc’hant a-walc’h evit prenañ ar peadra evit o babig. Choaz ar gouarnamant eo reiñ d’an holl vabigoù ar memes chañs o kregiñ en o buhez.
Dibaoe penn-kentañ ar stignad ez eus bet kaset 115 000 boestad. Laouen eo ar gouarnamant gant an dasparzh. Stoket e vez ar boestadoù e Leith, e-kichen Dinedin, ha kaset e vezont e pep lec’h e Bro-Skos. An darn vrasañ e bro Glasc’ho gant 11 258 boestad e 2019, ar pezh n’eo ket souezhus peogwir ez eo al lodenn bobletañ eus ar vro. 174 boestad zo bet kaset d’an Inizi Gall. Betek Inizi Shetland ivez ha buan a-walc’h hervez ar gouarnamant c’hoazh. Kendalc’het e vo gant ar stignad-mañ he deus embannet Maree Todd, ministrez ar vugale.