Kenderc’hel a ra an abadenn tro-dro d’al linenn Roazhon – Kastell-Briant. N’eus ket pell zo e embanne ar gevredigezh difenn al linenn e c’hallfe al labourioù bezañ nullet hag al linenn chom serret etre Retiers ha Kastell-Briant, abalamour ma ne zalc’hfe ket ar Stad gant he fromesa e-keñver an arc’hantaouiñ.
Emañ ar gevredigezh o paouez bezañ frealzet war ar poent-se : prefeti rannvro Breizh hag SNCF Réseau o deus respontet e vefe graet al labourioù prometet memestra. Met ne grogfe ket al labourioù a-raok 2021 ! Amzer d’ar Stad treiñ penn d’ar vazh meur a wech c’hoazh… Riskloù zo ivez e vefe digalonekaet an implijerien hag en em voazfe muioc’h-mui a dud da dapout o c’harr-tan.
Da c’hortoz al labourioù e kendalc’ho an ACCRET (Kevredigezh keodedel evit an tren etre Kastell-Briant ha Roazhon) da stourm evit difenn an tiez-gar etre meurgêrioù Roazhon ha Naoned, rak lod a zo en dañjer da vezañ serret gant an SNCF ; kenderc’hel a raio ivez da c’houlenn ma vo liammet da vat al linenn Naoned – Kastell-Briant ouzh al linenn Kastell-Briant – Roazhon.