Ha digoret e vo al linenn-houarn Kastell-Briant – Roazhon en-dro, a-benn ar fin ?

N’eo ket echu ar stourm, pell alese ! Abaoe bloavezhioù e striv ilizi an ACCRET (Kevredigezh keodedel evit an tren etre Kastell-Briant ha Naoned) evit ma vo graet labourioù reneveziñ war an tamm linenn etre Kastell-Briant ha Retiers. Serret e oa bet, ken fall ma oa aet he stad, goude ur re hir a amzer hep labourioù derc’hel e-ratre. Sur a-walc’h e oa bet raktreset gant an SNCF serriñ al linenn, met e penn-kentañ 2018 e oa bet embannet gant ar gouarnamant e paefe ar Stad he lod evit ober al labourioù. Ret eo lâret e oa ul lodenn vras eus ar sammad hollek degaset gant ar strollegezhioù lec’hel.

Siwazh, embannet eo bet ne zalc’hfe ket ar Stad gant he ger, ha ne vefe ket paeet ganti ar sammad prometet evit gwellaat stad al linennoù “bihan” e Bro-C’hall (12 % eus ur budjed 3 miliard a euroioù). Piv a leunio an toull ? Ha nullet e vo al labourioù etre Kastell-Briant ha Roazhon ? N’eo ket sklaer c’hoazh. Anat eo, avat, ne ra forzh ar gouarnamant eus ar pezh a c’hall c’hoarvezout en diavaez eus ar meurgêrioù. Mantrus eo pegen dismegañsus eo, ur bloaz goude ma oa en em savet ar “rochedoù melen” abalamour da gresk priz an eoul-tan…

Ha keloù fall ouzhpenn zo : emañ an SNCF oc’h en em zizober ouzh kiriegezh tiez-gar Kastell-Briant hag Enorzh (etre Naoned ha Kastell-Briant). Ar c’humunioù n’o deus ket ’met paeañ… Eus un tu all eo atav ken treut an arc’hant gant ar strollegezhioù lec’hel. Ret e vo dezho lakaat muioc’h a arc’hant c’hoazh er baner evit derc’hel gant al linenn, hep komz eus al labourioù modernizañ a vefe un ezhomm bras anezhe ivez.

> Nil CAOUISSIN

Nil Caouissin est professeur d'histoire, de géographie et de breton. Il est conseiller régional de Bretagne depuis juin 2021. Il siège dans le groupe d’opposition “Breizh a-gleiz - Autonomie, écologie, territoires”.