Kaledonia-Nevez : ur referendom all d’ar 6 a viz Gwengolo 2020

Gortozet e oa, embannet eo bet hiziv : dalc’het e vo ur referendom war dazont Kaledonia-Nevez d’ar 6 a viz Gwengolo 2020. Choazet e oa bet an deiziad gant Edouard Philippe, Ministr Kentañ Frañs hag embannet hiziv gant Poellgor-Meur ar Republik e Noumea.

Ha dizalc’h e vo an enezenn pe get ? E 2018 e oa bet aozet ur referendom dija. Aet e oa an tu-gounit gant al lealourien met gant 56,7 % eus ar mouezhioù hepken, ar pezh a oa bet kalz izeloc’h eget ar pezh a oa bet rakwelet gant ar sontadegoù, ha gant ar bolitikerien a bep tu evit lâret ar wirionez. Lod eus al lealourien a oa o c’hortoz un disoc’h tost da 70 % eus ar mouezhioù evito hag a embanne a-raok ar referendom ne dalvezje ket ar boan aozañ ur referendom all goude. Daoust ma oa skrivet e-barzh Emglevioù Noumea kadarnaet e 1998 e oa posupl aozañ betek tri referendom dindan 20 vloaz.

Poellgor ar sinerien, bodadenn an holl strolladoù politikel e Kaledonia-Nevez, zo e karg a evezhiañ e toujer ouzh an emglev. Adlâret o deus e c’hallfe bezañ aozet ur referendom adarre e 2022, an hini diwezhañ, diouzh ar pezh a oa bet sinet e 1998, ma ya a-du un drederenn eus ar 54 ezel eus ar C’hendalc’h lec’hel gant ar c’hoant sevel ar referendom-se.

Chom a ra neuze nebeutoc’h eget ur bloavezh evit an dizalc’herien evit gounit tud ouzhpenn d’o c’hoant gwelet o bro dizalc’h diouzh Frañs.

> Maxime Touzé

Rédacteur. Professeur d'histoire-géographie en breton, responsable d'une association culturelle à Douarnenez, Maxime Touzé écrit aussi pour Le Peuple breton depuis une dizaine d'années. Il est devenu rédacteur en chef adjoint à la langue bretonne en 2016, responsable du cahier mensuel Pobl Vreizh et des articles en breton sur Lepeuplebreton.bzh. [Lire ses articles]