“Galv an Tregont” a c’hallfemp ober dioutañ rak un tregont den bennak, brudet e Korsika, o deus kenskrivet ur galv, embannet d’ar Merc’her 25 a viz Gwengolo. “Mafia nò ; vita iè” eo anv gwir ar c’henstroll. Perak kement-se ? Fellout a ra dezho e tihunfe ar gevredigezh korsat a-enep d’ar mafia korsat, gant ar spi e vodo miliadoù a dud en-dro dezho.
D’an 12 a viz Gwengolo e voe drouklazhet Maxime Susini, ur stourmer broadelour, e Carghjese. Miliadoù a dud a oa deuet d’e obidoù. E strollad politikel Core in Fronte en doa embannet e voe drouklazhet gant ar mafia. Int-i eo a ra al lezenn war an enezenn hervezo. Gervel a reont da vanifestiñ a-benn disul. Ar muntr-mañ en deus feuket ar Gorsiz met degouezhout a ra goude un nebeud torfedoù liesseurt abaoe mizioù, ma n’eo ket bloavezhioù. Er mizioù tremenet ez eus bet klasket drouklazhañ tud tost ouzh ar galloudoù politikel. D’ar 27 a viz Gouere e voe plantet tan e Aiacciu e-barzh savadurioù embregerezh otoioù Jean-André Miniconi, war ar renk evit an ti-kêr e 2020. Hervez an enklask ez eo un torfed politikel. E 2012 e voe drouklazhet ar breutaer Antoine Sollacaro ha prezidant kambr ar c’henwerzh Jacques Nacer. D’ar mare-se e voe prometet gant Jean-Marc Ayrault e vefe lakaet ar peadra gant ar Stad evit lakaat un termen da “vafia an enezenn”.
Aet eo skuizh ar Gorsiz gant promesaoù ar Stad ha stad o c’hevredigezh. Met betek-henn e veze ral ar c’homzoù foran. E miz Meurzh 2015 en doa embannet Séverin Medori, maer Linguizzetta e plaenenn ar reter, e fulor hag en doa douget klemm ivez peogwir e veze gourdrouzet a varv. “Ur gevredigezh vihan-vihan eo, ’lec’h m’eo tost an holl an eil ouzh egile. Amañ ez eo gwan ar Stad hag an dorfedourien zo aktored penn-kil-ha-troad ar vuhez sokial. E pep keñver ez eo klañv hor c’hevredigezh a ya gant dour ar faskouriezh a-wechoù, hag a nac’h war ar memes tro e ya da get.” Komzoù kreñv ha rouez war un dro.
Piv eo an dud o deus kenskrivet ? Tud a bep seurt, bodet gant daou zen : Léo Battesti bet unan eus pennoù an FLNC, ha Vincent Carlotti bet sekretour kevreadel ar PS e Korsika-Uhel ha maer bet Aleria. D’o heul eo deuet Jean-François Bernardini, kaner ar strollad I Muvrini, ar skrivagner Jérôme Ferrari ha patronoù embregerezhioù bihan. En em welet a reont evel “gwastadourien” ha spi o deus e teuio miliadoù a dud d’o heul. Lâret a reont o deus aon ar Gorsiz war o enezenn hag eo poent cheñch penn d’ar vazh : “kenderc’hel da chom mut n’eo ket mui un diskoulm padus ; setu perak e kemeromp an intrudu da bediñ ar bobl da brederiañ war ar gourdrouzoù a laka en arvar hor c’hevredigezh. (…) Ret eo lakaat en distro ar re a zistruj hon tiriad. Goulenn a reomp ivez gant holl atebeien bolitikel hon enezenn da gomz sklaer ha d’en em wareziñ ouzh lobioù ar mafia. Hag evel-just eo poent bras e anavezfe ar Stad ez eo Korsika e dalc’h ar mafia hag e rank kemer an holl ostilhoù he do ezhomm evit stourm outañ”.
Politikerien ’zo o deus embannet raktal o souten evel Gilles Simeoni, prezidant Kuzul Korsika hag ar c’hannad broadelour Jean-Felix Acquaviva. Ar prezidant en deus kinniget e vefe aozet ur c’hendiviz diwar-benn ar feulster e Korsika e-barzh ar breujoù er sizhunioù a zeu.