Brexit, Brexit c’hoazh, Brexit adarre. Disoc’hoù anezhañ n’int ket degouezhet c’hoazh ma vrall diazezoù ar Rouantelezh-Unanet. E Bro-Skos ez eus bremañ muioc’h a dud a-du gant an dizalc’hiezh hervez ar sontadegoù, e Norzh-Iwerzhon hag er Republik e sav mouezhioù dilennidi oc’h embann o soñj adunvaniñ ar vro, hag e Kembre e krog an emsav dizalc’hour da greskiñ da vat. En amzerioù trubuilhet-mañ e sav mennozhioù a bep seurt evit broadoù an inizi. E miz Eost e oa bet embannet en ur gazetenn iwerzhonat ar mennozh sevel un unvaniezh kelt.
E-barzh an Irish Mirror e voe kinniget ar mennozh-mañ gant Jason O’Toole. Sevel un emglev etre ar peder broad kelt : Iwerzhon, Norzh-Iwerzhon, Bro-Skos ha Kembre. Hag en e soñj e vefe savet an emglev-se diwar batrom Kuzul an Norzh evit ar broioù skandinaviat : Island, Sveden, Norvegia, Finland, Greunland, Danmark hag inizi bihan all. Etrezo ez eus emglevioù a-zivout ar c’henwerzh ha n’eus harz ebet evit mont eus an eil bro d’eben. Gant se e vefe diskoulmet afer ar Back Stop en Iwerzhon, da lâret eo ar fed e vefe adsavet an harzoù etre an norzh hag ar su.
Hag ar soñj a zo ivez chom e-barzh Unvaniezh Europa, ha bezañ kreñvoc’h neuze o vezañ holl asambles.
Ne vefe ket aes sevel un unvaniezh e-giz-se avat. E Kembre n’emañ ket ar muianiver a-du gant an dizalc’hiezh, ha votet e oa bet evit ar Brexit. E Bro-Skos e sell ar bolitikerien ouzh aferioù Bro-Skos dreist-holl. Met ne vir ket ouzh ar broadoù-se d’en em glevet evit klask tennañ o mad eus gwallreuz ar Brexit. Ha klask kaout emglevioù kenetrezo. E miz Genver dija e c’houlenne Adam Price (leader Plaid Cymru) e Dulenn e vefe kenlabouret muioc’h etre ar broadoù kelt evit bezañ kreñvoc’h. Kinnig a rae da skouer e vefe savet ur Bank Kelt evit an Diorren a bostfe arc’hant en treuzdougen, an energiezhioù hag ar c’hehenterezh etre Iwerzhon, Kembre, Bro-Skos hag Enez-Vanav. E-se e teufe un unvaniezh politikel mod pe vod war-lerc’h.
Nicola Sturgeon, Ministrez Kentañ Bro-Skos, he deus galvet ivez e vefe kreñvaet an darempredoù etre Iwerzhon hag he bro. Kement broad keltiek he deuz ezhomm a gevredidi evit mont war-raok ha naturel a-walc’h eo e klaskfent tro-dro dezho, gant ar broadoù keltiek all da vihanañ.