Accueil / Lec'h / Breizh / Astropolis, 25vet bloaz !

Astropolis, 25vet bloaz !

Dirak kastell Brest.

Abaoe 25 bloaz e vez savet Astropolis e Brest e deroù miz Gouere. Da geñver « Nevez Amzer ar Sonerien », e miz Ebrel, e klever son ar bagadoù e pep lec’h e kreiz-kêr. Pep muzik d’e dro, e miz Gouere, elektro eus ar gwellañ an hini eo a vez klevet e kêr, pemp devezh-pad, eus an 3 d’ar 7 ar bloaz-mañ. Ur pezh mell festival eo deuet Astropolis da vezañ.

Eus koad Keroual betek plasenn Guérin, ar Gapusined, ar Vauban ha lec’hioù all, emañ an elektro e penn ar jeu. N’eo ket bet laosket ar vugale a-gostez, kinniget eo bet dezho ASTRO KIDS. Gant ar gevredigezh Difenn, ur strollad merc’hed en deus desket ivez penaos derc’hel penn ouzh paotred pa vezont taget ganto.

D’ar Sadorn eo bet savet evel boaz, e-tal ar c’hastell, ar PIKNIC ELEKTRONIK. Ul lec’h dispar a-us d’ar porzh gant ur gwel meur war al lenn-vor ha bigi bras o tremen. E-pad an abardaez a-bezh, miliadoù a re yaouank ledet war ar leton, ur gasketenn ganto war o fenn, bep a bier ganto en o dorn, an darn vrasañ anezho en o c’horf noazh, o deus selaouet ur sonerezh elektro sioul. Tomm-gor e oa an amzer, ne oa ket aes kavout ur goudor en disheol dindan ur wezenn bennak. Hag ar werzherien bier o deus graet berzh !

Adalek 10e noz, emgav e Maner Keroual. Pemp leurenn betek 8e vintin. Strivoù bras a vez graet evit sklêrijennañ an dachenn, dreist-holl evit al leurenn staliet e liorzh ar maner. Ruz ar gwez, skrivet warno gant ar gouloù Rave Up ! A bep seurt livioù a weler. Ul lec’h iskis eo deuet ar c’hoad da vezañ. Liesseurt eo ar sonerezh elektro, kalet ha teñval el leurenn Mekanik, siouloc’h el leurenn Astrofloor. Tremen a ra an arvesterien a leurenn da leurenn. Dañset e vez dindan teltennoù bras en ur evañ bier forzh pegement. Darbet eo din bezañ ankounac’haet c’hwezh an dramm a glever en aer ar gouel.

Astropolis a ro da welet ur skeudenn yaouank eus Brest hag arnevez avat, pezh a cheñch eus bigi louet ar Morlu hag eus savadurioù kreiz-kêr ken louet all.

> Bernard Le Bars

Bernard Le Bars