Distro Elzas

Lonket eo bet Elzas e 2016 e-barzh ar rannvro Grand Est nevez krouet gant Hollande/Valls. Echu an istor ? Tamm ebet. Chom a rae kreñv er vro an “désir d’Alsace”.

Goude an dilennadegoù eo bet asantet gant ar gouarnamant nevez d’ober un dra bennak evit Elzas. Goulenn a rae ar strollad rannvroelour Unser Land e vefe adkrouet rannvro Elzas. Nac’het eo bet gant ar Stad. Chom a ra ar rannvro evel m’eo bet krouet.

Met asantet eo bet gant ar gouarnamant krouiñ ar “Collectivité européenne d’Alsace” e-barzh ar rannvro. Sinet eo bet un emglev d’an 29 a viz Here 2018 etre ar Stad, ar rannvro Grand Est ha prezidanted Haut-Rhin ha Bas-Rhin.
Buan eo bet an traoù peogwir eo bet votet al lezenn d’ar Meurzh 26 a viz Even. Ar PCF en deus votet a-enep. “Nous défendons le principe d’une république une et indivisible, d’une France jacobine et de progrès partout et pour tous”. Evit La France Insoumise “Le projet de loi tend à saper l’unité et l’indivisibilité de la république” hag “Il est dangereux de toucher à l’unité de la république”. “Nous refusons la landerisation progressive et insidieuse d’une partie des départements français”. Habaskter a zo bet graet gant Paul Molac.

Petra a cheñch ? Kendeuzet e vo an daou departamant d’ar 1añ a viz Genver 2021. Ha galloudoù ouzhpenn a vo roet da Elzas. Betek-hen ne oa nemet Pariz, Lyon, Marsilha ha Korsika gant ul lezenn a-ziforc’h evito.

E-barzh al lezenn nevez e kaver listenn (re verr siwazh) ar galloudoù bet roet d’ar strollegezh lec’hel nevez. Ober a raio Elzas war-dro an darempredoù gant al Land Bad Wurtemberg ha gant Bro-Suis. Treuzkaset e vo dezhi an hentoù broadel (300km) hag ar gourhent A35 a dreuz Elzas. Un ekotaos a c’hellfe bezañ lakaet da dalvezout. Merañ a raio Elzas an divyezhegezh er skolioù. Mestr e vo evit ar sevenadur hag ar glad. Merañ a raio Elzas ar raktresoù brasañ e-kenver ar yec’hed, ar stummañ hag an treuzdougen. Skoazellet e vo Elzas gant an ADIRA (agence de développement de l’Alsace) evit an ekonomiezh hag ar servijoù publik.

Chom a ra Elzas un departamant met un araokadenn eo memestra. Deuet eo Elzas en-dro !

> Bernard Le Bars

Bernard Le Bars est responsable de la section UDB de Brest.