Ur gevredigezh yaouank eo “Kelennomp !”, lakaet da bal dezhi bodañ an holl gelennerien war ar brezhoneg, ar re a labour er c’hentañ derez pe en eil derez, er skolioù publik, prevez pe kevredigezhel. Difenn gwirioù ar gelennerien ha difenn ar c’helenn brezhoneg war an dro a fell d’an izili ober. Peadra zo da stourm ! Goulven Morvan, ezel eus burev ar gevredigezh, en deus asantet respont d’hor goulennoù.
Goulven, petra eo bilañs “Kelennomp !” goude ar mizioù labour kentañ ? War beseurt sujedoù ho peus lakaet ar bec’h, peseurt disoc’hoù zo bet, penaos e vez gwelet ar gevredigezh nevez gant ar gelennerien ?
Evit ur gevredigezh ken yaouank n’eo ket fall ar bilañs, daoust ma c’hellfe bezañ un tamm mat gwelloc’h c’hoazh… Kreskiñ ingal a ra an niver a izili, pezh a ro pouez deomp muioc’h-muiañ evit dougen mouezh ar goleged. Brudet a-walc’h omp deuet da vezañ ivez, kaoz a zo bet ac’hanomp er c’hazetennoù p’hon eus lakaet kalzik kudennoù war-wel : ar forfed-skol evit ar skolioù kentañ-derez, adaozadur ar vachelouriezh hag al liseoù, an agregadur brezhoneg, al lezenn Blanquer, an niver a bostoù divyezhek digoret er skolioù divyezhek publik… Gwelet mat omp war a seblant dre vras, gant ar gelennerien, ar sindikadoù, ar c’hevredigezhioù kerent… Diouer a rae ur gevredigezh evel homañ abaoe ma oa steuziet an UGB.
E miz Gwengolo 2016 e oa bet cheñchamantoù e programmoù hag aozadur ar skolajoù. E 2019, petra zo bet degaset gant ar c’hemmoù-se evit ar c’helenn brezhoneg ?
Evel hon doa soñjet d’ar mare-se eo bet koustet ker, d’ar c’helenn brezhoneg opsion dreist-holl, diwar adaozadur ar skolajoù : serret eo bet an opsion e skolajoù zo, hag alies mat eo bet digresket an eurvezhioù brezhoneg da vihanañ e kalz skolajoù.
Bremañ emañ ar bec’h war al lise, gant ur stumm bachelouriezh nevez. Petra eo sell “Kelennomp !” war adreizhadur al lise dre vras ?
Fall e vo an traoù evit al liseidi kement hag evit ar gelennerien, dre ma weler ervat an abegoù ekonomikel kuzhet fall dindan ar c’haozioù toull hag ar mennozhioù goullo. N’emañ ket an traoù o vont war-raok gant seurt kemmoù : nebeutoc’h a gelennerien, muioc’h a liseidi er c’hlasoù, programmoù ponner…
Hag e-keñver plas ar brezhoneg el liseoù ?
Sklaer eo e vo disteraet plas hor yezh en afer : digresket he fouez e notennoù ar vachelouriezh, aon hon eus e vefe nebeutoc’h a liseidi dedennet gant hon danvez pa weler ar sammad labour ouzhpenn a zegas dezhe hor c’hentelioù, e-keñver ar re all, evit gounidoù ken treut.
Skarzhet ez eus bet ur rektorez nevez ’zo, abalamour m’he doa lakaet an holl a-enepti en akademiezh Roazhon, ar gelennerien brezhoneg dreist-holl. Ha laouen oc’h gant Emmanuel Ethis, ar rektor nevez deuet da erlec’hiañ anezhi ?
Abred eo c’hoazh evit lâret hag-eñ omp laouen gantañ pe get… Embannet en deus kaout c’hoant da habaskaat an darempredoù gant difennerien ar brezhoneg er skolioù, ha bremañ emaomp o c’hortoz gwelout e oberoù oc’h heuliañ e gomzoù.
Lavaret en deus ne vefe ket a-enep diorren ar c’helenn e brezhoneg dre soubidigezh e skolioù publik zo. Gouzout a rit hiroc’h ?
Gwell a se ! N’hon eus ket klevet hiroc’h war ar poent-se c’hoazh.
Ha penaos ’mañ kont en akademiezh Naoned ?
Gant rektorelezh Naoned eo bet eeunoc’h hag aesoc’h an darempredoù er mizioù tremenet. Goustadik ec’h a an traoù war-raok eno avat. Poent eo d’al Liger-Atlantel tapout lañs evit hor yezh.
Peseurt plas ho peus c’hoant da c’hounit evit ar brezhoneg e skolioù ar vro ?
Laouen e vefomp pa vo brezhoneg er skol, e mod pe vod, evit an holl vugale e Breizh, dre ziouer, ha n’eo ket un tañva d’ar yezh hepken, met ur c’helenn gwirion, evel ar pezh a vez graet e Korsika. Hir e vo an hent, ha pazennoù etre a ranko bezañ tizhet etretant. Bec’h dezhi !
En ur mod pleustrek, petra a c’hallfe bezañ gwellaet buan gant an div akademiezh, hep ma vefe ezhomm da cheñch ul lezenn ?
Aze n’eo ket aes respont, rak alies a-walc’h e vez implijet digarez al lezenn evit nac’hañ araokadennoù evit ar brezhoneg er skolioù. Kreskiñ an niver a bostoù ha digeriñ skolioù ha klasoù brezhonek en un doare poellek, prederiet ha prientet mat a c’hellfe bezañ graet digudenn. Merañ servijoù ar goleged en un doare doujusoc’h ha poellekoc’h ivez. Ha sikour krouiñ ostilhoù ha dafar skol evit harpañ ar gelennerien. Kement-se tout a sikourfe kalz a-benn lakaat kalite ar c’helenn brezhonek da vont war-raok.