Youth for Climate el Lise Diwan Karaez

E Bro-Sued, al liseadez Greta Thunberg he deus lañset un harz-labour rak tommadur an hin. E Beljia (foto) emañ liseidi o heul al luskad-mañ bep sizhun en ur vanifestiñ evit an hin. E Bro-C’hall emañ tud yaouank oc’h en em aozañ ivez dre luskad Youth For Climate. Hag e Breizh ?

El lise Diwan Karaez, un nebeud liseidi o deus divizet sevel d’o zro evit stourm a-enep tommadur an hin. Lavarout a ra ar grennardez suedad e servij da netra kenderc’hel da studiañ ma ne vije ket un dazont evit he remziad, ma ne vije ket disoc’hoù evit stourm a-enep tommadur an hin. Levezonet eo bet un nebeud liseidi deus Lise Diwan Karaez gant ar pezh bet lavaret pe graet gant Greta Thunberg.

Naetaat an dachenn

Kroget o deus d’en em fiñval a-enep chenchamant an hin daoust dezho bezañ yaouank. Graet o deus ur valeadenn c’hlas el Lise Diwan Karaez. Dastumet o deus al loustoni hag a oa war an dachenn, da skouer lastez bet laosket gant festivalourien gouel an Erer Kozh. Dek sac’h en holl a zo bet dastumet gant tregont lisead evit ar wech kentañ. Goude-se eo bet treuzdouget ar seier evit bezañ divesket a-ziforc’h. Moarvat eo lañset al luskad ganto ha ne baouezo ket o mouezh da sevel a-enep dizoberiantiz gouarnamantoù ar bed.

> Pierre-Emmanuel MARAIS

Pierre-Emmanuel Marais est élu de l'UDB à la mairie de Nantes. Il y exerce la fonction de délégué à la diversité linguistique, pédagogique et culturelle et aux actions autour des écoles. Il est également auteur de plusieurs livres en français et en breton. Parmi eux, le roman "Alje 1957" qui a reçu le prix Langleiz et le prix de l'avenir de la langue bretonne.