Sterenn ha Jean, deiz al lid-digeriñ.
E-pad an hañv e oa bet kaoz eus raktres Sterenn an Nedeleg ha Jean Corbel anvet “Zoom Japon Bretagne”. Anv hon doa graet dioutañ e-barzh niverenn miz Even 2018. Sterenn, studierez e master 2 war ar c’hêraozouriezh ha Jean, videour ha luc’hskeudenner, o doa bet c’hoant da vont da foetañ bro e Bro-Japan a-benn sevel un diskouezadeg e galleg koulz hag e brezhoneg, digor d’an holl.
Ar pal a oa tañva a-dostoc’h sevenadurezh Bro-Japan ha treuzkas anezhi dre ur savboent resis : hini natur an darempredoù etre ar Japaniz hag o ziriad hiziv an deiz. Ar veaj-se a oa un digarez evit diskouez ivez boazioù ha buhez pemdeziek ar Japaniz. Hag ez eo disheñvel o doare da ijin ar vuhez ? Penaos e c’hall bezañ un devezh ordinal eno ? Penaos ez eo savet ar c’hêrioù ? Penaos eo ar c’harterioù ? An annezioù ? Ha disheñvel-kenañ eo aozadur an takadoù ?
Dibaoe miz Gwengolo ez eo Sterenn ha Jean distroet eus o beaj ha savet o deus o diskouezadeg. Ul lid-digeriñ a zo bet aozet d’ar 5 a viz Genver. Tost da 40 den a zo deuet da lidañ digoradur an diskouezadeg.
18 skeudenn a zo en holl, tapet e Tokyo, Kyoto, Nikko, Matsumoto, Kanazawa, hag all. Bez a c’halloc’h kavout 6 poltred ha 12 skeudenn eus ar gweledvaoù japanat. Pep skeudenn a zo heuliet gant un istor bihan divyezhek. Staliet eo ar skeudennoù er stal Les Champs e Sant-Brieg betek an 30 a viz Genver. Fiñvet e vo anezhi er Jardin d’Hiver eus ti-kêr Sant-Brieg d’an 11 a viz C’hwevrer betek an 3 a viz Meurzh.
Ho tegemer a ra Sterenn ha Jean, d’al Lun betek ar Sadorn, eus 10e betek 7e ! Kit niverus !