Ur Standing Rock nevez e Kanada ?

Koun hor bo eus afer Standing Rock e Dakota a Gleiz, lec’h ma stourmas Pobloù Kentañ ar Stadoù-Unanet a-enep d’ur raktres eoulsan (pipeline) gant Keystone XL. D’ar mare edo Kentañ Ministr Kanada, Justin Trudeau, o vont a-enep krenn politikerezh e amezeg, hag eñ oc’h ober prezegennoù brav ha fromus diwar-benn cheñch penn d’ar vazh evit an Amerindianed, ha reiñ harp gouarnamant Kanada – bro dieub ha demokratel – d’ar poblañsoù genidik. War a seblant ez eus un diforc’h etre ar pezh a lavaras hag ar pezh a ra.

D’al lun 7 a viz Genver 2019 ez argadas archerien Kanada (GRC, Gendarmerie Royale du Canada) ur c’hamp savet gant ar Wet’suwet’en (unan eus poblañsoù genidik British Columbia, e Kornôg Kanada) ha 14 den a oa paket ganto. Deuet eo an archerien – armet ha militarizet – goude ma oa goulennet gant ar vanifesterien dilezel o c’hampoù.

Emañ klanoù ar Wet’suwet’en o stourm a-enep ar raktres abaoe tost dek vloaz bremañ. An eoulsan etre Dawson Creek ha Kitimat, 670 km a hirder dezhañ, a rank mont dre 20 km a zouaroù n’int ket bet dilezet (unceded native land), da lavarout eo douaroù perc’hennet gant ar Pobloù Kentañ ha na c’hell ket bezañ kemeret gant ar c’houarnamant hep asant an Amerindianed. Ar raktres, savet gant Coastal GazLink, ur skourr eus TransCanada Corp (a zo dindan beli Keystone XL), a gousto 6,2 miliard CAD (tost 4,1 miliard euro).

Lavarout a ra Coastal GazLink e roas dilennidi ar meuriadoù genidik aotre dezho mont dre zouaroù hengounel. Pezh zo avat ne c’hell ket an dilennidi-se gwerzhañ douaroù o fobloù, a vez perc’hennet gant marc’htierned (hereditary chiefs) pep meuriad – tud a vez a-enep seurt raktresoù penn-da-benn, evel an darn vrasañ eus Amerindianed ar vro. Abalamour da se eo e savas ar Wet’suwet’en kampoù war hent an eoulsan e 2010, en ur stourm e lez-varn B.C. ivez da lakaat un harz war ar raktres. Hervez lec’hienn-genrouedad an Unist’ot’en (unan eus klanoù ar Wet’suwet’en) ez eo an eoulsaned “un dañjer d’an dour, ha dre se d’ar plantoù, d’an anivaled ha d’ar c’hevredigezhioù liammet outañ” ([t]he proposed pipelines are a threat to the watershed, as well as the plants, animals and communities that depend on them.”)

Koulskoude d’ar 14 a viz Kerzu 2018 he deus aotreet Lez-varn Uhel B.C. Coastal GazLink mont dre diriad ar Wet’suwet’en. Heuliañ a rae an archerien diviz al Lez-varn p’o deus argadet kamp ar Gidimt’en, ur c’hlan all eus ar Wet’suwet’en.

Ne oa ket pell o respont skoazellerien an Amerindianed, hag antronoz an argad edo tud o vanifestiñ e Kanada a-bezh. Lavaret e oa gant dileuridi Pobloù Kentañ Kanada e oa an argad un “akt brezel” (an act of war) digant ar c’houarnamant, hag e oant prest da reiñ o buhezioù d’ar stourm.

Tabut zo bet abaoe un nebeud mizioù etre Kanada hag ar Broadoù Unanet, o deus kaset ger da c’houarnamant Trudeau o lavarout ne zouje ket e vro gwirioù ar pobloù genidik, hag ez ae a-enep gwirioù Mab-Den evel ma oant diazezet gant ar BU. Trudeau a zo boaz da zroukkomz a-enep Bro-Sina e-keñver gwirioù Mab-Den, hag a lavar alies eo poent reiñ doujañs en-dro da bobloù genidik Kanada. Kentañ Ministr Kanada a lavaras e vefe heuliet penn-da-benn an UNDRIP (UN Declaration for the Rights of Indigeneous People), da lavarout eo e vefe goulennet aotre digant an dud c’henidik bewech ma vefe ur raktres dre o douaroù. Met a-benn ar fin he deus gouarnamant Trudeau lavaret ne lezfe ket an Amerindianed lakaat an harz war raktresoù ekonomikel ar vro.

War a seblant n’eo nemet deroù ur stourm nevez, a vo ken kriz hag hini al Lakota.

> Fañch Bihan-Gallic

Fañch Bihan-Gallic est doctorant en études celtiques à Édimbourg, Écosse.