Un displeger verboù, kezako ?

Un displeger verboù a zo e bed an urzhiataerezh ur meziantig hag a ziskouez d’an dud penaos e tispleger ar verboù. Kinniget e vez dindan stumm un daolenn holl stummoù displeget ur verb. Gwelet e vo penaos neket ken simpl ha se hag ouzhpenn da se perak e rankfe Yann brogrammour brezhoneger lakaat e-barzh e soñj sevel un ostilh ken mat ha se.

Pa ’z aer war lec’hienn Le conjugueur du Figaro e c’haller kavout meur a ditour e laez kleiz an daolenn evit kement verb a lakait displegañ gant ar meziant. Lavarout a ra deomp Le conjugueur du Figaro amañ eus peseurt strollad e vez ar verb, gant peseurt verboù skoazell e vez displeget ivez hag un nebeud titouroù all. Kinnig a ra an displeger verboù-mañ ur mod da zisplegañ ar verboù er stummoù : benel, gouzañv, emober, goulennata ha nac’hañ. Setu arc’hweladurioù (fonctionnalités) hag a zo speredek. Ha lod all a vefe evit ar brezhoneg hag a vefe ken speredek all ? Marteze peseurt mod ober hep ar stumm emober en ur implijout an araogennoù a vez implijet gant ar verb. Met marteze ivez kinnig ul listenn eus an araogennoù a vez implijet gant ar verb, ar pezh a zo disheñvel a-walc’h diouzh ar galleg. Gwelloc’h e vefe marteze a-walc’h ma vefe kombodigoù da glokaat (gant un destennig e-kichen o tisplegañ petra c’hoarvezo pa glokait ar c’hombodig) e-plas ar sistem hag a zo bet lakaet amañ e-plas gant skipailh Le conjugeur du Figaro pouezañ war “conjuguer au féminin” “conjuguer à la voix passive” “se conjuguer” “conjuguer ?” “ne pas conjuguer”, met e fin ar gont ar memes tra a c’hoarvezfe. Sellomp ouzh an daou arc’hweladur interesant hag a zo ouzhpennet ivez “Imprimer” ha “Exporter vers Word”, pa gliker war “imprimer” e lak da vont en-dro an argerzh moullañ, anat deoc’h, met mirout a ra furmad ar bajennaozañ, ar pezh a zo soutiloc’h da lakaat e plas. Ha pa gliker war “Exporter vers Word” e kas war-eeun e-barzh ur meziant skrivañ el lec’h ma vo adkavet an daolenn gant ar memes kinnig. Na pegen speredek eo an dra-se c’hoazh. Yann brogrammour a c’hello kemer harp war ar mennozhioù-mañ.

Sed aze ar pezh a weler war Le conjugeur du Figaro ha lec’hiennoù all.

Taolomp ur sell bremañ ouzh taolenn an displegañ-verboù hag e vod ma vez aozet. Aozet e vez e kolonennoù bevennet sklaer a-walc’h dre an amzerioù simpl da gentañ ha da eil ma vezont kevrennek. Diskouezet e vez splann gant ul liv disheñvel pehini eo an tamm eus ar verb hag a cheñch ha pehini na cheñch ket. Amañ c’hoazh e vo ret kemer ar mennozh-se evit ar brezhoneg, met an taol-mañ en ur ziskouez splann e vez kazimant bepred ar memes lostgerioù da zisplegañ ar verboù, n’eus nemet ar bogalennoù a verk an amzer peurvuiañ. Setu ma vo ret kaout ul liv evit ar vogalenn hag unan evit al lostger a verk gourioù an displegañ verboù. Met ouzhpenn-se a zo c’hoazh. War Le conjugueur du Figaro e vez posupl klikañ war anv an amzerioù evit bezañ adkaset betek ur bajenn internet gant an holl ditouroù diwar-benn an amzer-mañ.

E traoñ an daolenn e c’haller gwelet un nebeud titouroù diwar-benn ar verb. Diskouezet e vez anv ar reolenn yezhadur a vez implijer en ur ober gant ar verb a skriver evit gouzout hiroc’h diwar-benn ar mod ma vez displeget, met gwelet e vez ivez, un nebeud heñvelsterioù dezhañ. Kavet e vez ur rubrikenn anvet : emploi du verbe “X” – enni e vo kavet ma vez ur verb tre pe ma ne vez ket, ma c’haller implijout ar stumm emober pe get. Hag evit echuiñ ganti e kaver e traoñ tout ar bajenn verboù gant ar memes doare da vezañ displeget. E brezhoneg e vo ret kaout un arc’hweladur o kinnig ar verboù direizh kentoc’h, lojikoc’h e vefe, rak nebeut-nebeut anezho a zo. Gellout a reer kavout ivez ul listenn eus ar verboù bet displeget da ziwezhañ war tu-kleiz ar skramm.

Kement-se evit lavaret e c’haller ober ostilhoù simpl hag a servijo d’an holl, ret e vo ober e seurt ma vint hegerz e brezhoneg, galleg, saozneg. Ha neket e brezhoneg hepken, evit ma vint hegerz d’ar muiañ a dud posupl. Kement-se a c’hallo bezañ kinnig evel lugant (plug-in) e-barzh LibreOffice, Firefox hag un aridennad meziantoù all, pe chom ur meziant distag anezhañ.

> Per Morvan

Membre de l’association An Drouizig, Per Morvan les ai rejoints pour faire conjuguer langue bretonne et outils informatiques de qualité. Il a participé à la traduction de plus de 100 logiciels/applications en breton et continue de travailler sur des outils d’informatique en langue bretonne. Il cumule son statut d’étudiant en master 2 de breton avec de l’animation dans une école Diwan et des cours du soir à Skol An Emsav. Son sujet de recherche est le correcteur grammatical LanguageTool et ses capacités à corriger les mutations en breton. Il souhaite aussi faire en sorte que l’association An Drouizig travaille avec l’Office de la Langue Gallèse.