Reuz a zo en Israel, ha kaozeal a reer er bed a-bezh eus ul lezenn-diazez nevez a ra eus Israel Stad ar bobl yuzev. Ur mod da stourm ouzh raktres ur Stad liesetnek, ha da ziskouez d’an Arabed n’int ket keodedourien evel ar re all… Ne vo ket an arabeg ofisiel ken, an hebraeg a vo yezh ar Stad nemeti. Ur bobl, ur yezh, ur Stad, ar minorelezhioù lakaet da enebourien diabarzh… Roet he deus Unvaniezh Europa da c’houzout e oa nec’het gant an emdroadur-mañ, ha nec’het eo ivez Israeliz ’zo, ar prezidant en o zouez. Hervez lod e tigorfe al lezenn nevez un hent d’ar ouennelouriezh-Stad.
Anavezout a reomp mat an ideologiezh a awen Benjamin Netanyahou, maodiern kentañ Israel : ideologiezh ar Stad c’hall an hini eo, a embann ez eo ingal an holl hag o deus an hevelep gwirioù adal ma asantont bezañ ezel eus ar bobl c’hall hepken, ha komz galleg hepken. Ar mennozh e c’hallfe pobloù liesseurt kenvevañ en ur Stad a anavezfe o ferzhioù sevenadurel a ra doñjer d’ar jakobined c’hall koulz ha d’ar sionisted kaletañ.
Ur melezour eo Israel evit Bro-C’hall, met kalz eus ar bolitikourien hag eus ar gazetennerien n’o deus ket komprenet c’hoazh emaint o sellet, gant euzh, ouzh o sked dezho o-unan,…