An emsav kanak unanet evit ar referendom

En em vodet eo an holl strolladoù politikel ha sindikadoù kanak a-du gant an dizalc’hiezh evit kas da benn ar c’houlzad kabaliñ a zo kroget. D’ar 4 a viz Du e vo aozet ur referendom e Kaledonia-Nevez diwar-benn souvereniezh an enezenn. Sed aze ar goulenn a vo savet ouzh keodediz Kaledonia-Nevez : Ha fellout a ra deoc’h e tapfe Kaledonia-Nevez he souvereniezh klok ha bezañ dizalc’h ? Evit ar poent emañ lezenn ar sifroù a-enep da stourmerien an dizalc’hiezh : war-dro 39 % eus poblañs an enezenn a zo a-orin kanak hepken. Diaes e vo tizhout ar muianiver.

Met gwellweler eo an emsav kanak. Aozet e vo ar c’houlzad gant an FLNKS, ar c’henstroll a vodo an holl skourroù disheñvel eus an dizalc’hourien : Palika, Union national pour l’indépendance, Union calédonienne, Rassemblement démocratique océanien,… A-benn ar fin ne vank nemet unan : Parti travailliste. Ne gav ket dezho eo reizh ar referendom abalamour ma vez nac’het d’ar bobl kanak votiñ hec’h-unan diwar-benn he dazont. N’o deus ket lâret evit c’hoazh ha kemer a raint perzh pe get, met pouezus e vo o choaz.

En em lakaet eo a-du an emsav kanak war ar pezh a zo da ginnig d’ar bobl evit dont a-benn d’he c’hendrec’hiñ. E deroù ar bloaz o doa embannet o raktres “Kanaki-Kaledonia-Nevez”. Ar pal eo tapout an dizalc’hiezh ha sevel un emglev kevelerien gant ar Stad c’hall. Ur mod da sioulaat nec’hamant an dud, ne vo ket troc’het al liammoù gant ar Frañs met kalz muioc’h a frankiz o do memestra. Gant ar raktres-mañ eo kroget an emsaverien da vont davet an dud evit e zisplegañ. Savet o deus Poellgorioù Broadelour ha Keodedel un tammig pep lec’h. Spi o deus dont a-benn evel-se. An dra gentañ d’ober hervezo a-raok aozañ manifestadegoù ha bodadegoù bras.

Gwellweler eo an emsav kanak ivez gant ar soñj kendrec’hiñ an holl Ganaked da gemer perzh er referendom-mañ. An dalc’h eo da vat, ar feur perzhiañ a c’hall bezañ izel a-walc’h e-barzh ar gumuniezh kanak, betek 50 % en dilennadegoù tremenet. Ma ne vez ket bodet an holl nerzhioù kanak tro-dro da raktres an dizalc’hiezh e vo diaes mont pelloc’h. Setu pazenn gentañ an FLNKS.

> Maxime Touzé

Rédacteur. Professeur d'histoire-géographie en breton, responsable d'une association culturelle à Douarnenez, Maxime Touzé écrit aussi pour Le Peuple breton depuis une dizaine d'années. Il est devenu rédacteur en chef adjoint à la langue bretonne en 2016, responsable du cahier mensuel Pobl Vreizh et des articles en breton sur Lepeuplebreton.bzh. [Lire ses articles]