Hervez kazetenn Ouest-France ez eus bet goulennet gant kelennerien reizhañ an arnodenn bachelouriezh skrivet e brezhoneg… gant kelennerien n’int ket brezhonegerien, pe gant ul live brezhoneg re izel evit bezañ gouest da varn un arnodenn ken kemplezh.
Digwener paseet, d’an 22 a viz Even o deus sellet miliadoù a dermenidi e Bro-C’hall ouzh pajenn gentañ o arnodenn matematikoù, gant un tamm anken sur a-walc’h pa ’z eo bet dizoloet ganto ar goulennoù a oa ret dezho klask diskoulmañ e korf un nebeud eurvezhioù. Pemzek anezho avat, ouzhpenn anken ar vachelouriezh a oa ankeniet war un afer all, anken an diasur, soñjal o deus poaniet a-hed ar bloaz er c’hentelioù matematikoù met o choaz da respont e brezhoneg a c’hellfe talvezout e chomfe direizhet pe barnet fall o strivoù. An dibab da dremen ar vachelouriezh er yezh m’int bet skoliataet abaoe 15 vloaz hag evit lod anezho, er yezh m’int bet desavet a laka c’hoazh e 2018, brezhonegerien yaouank d’en em santout gwasket gant reolennoù ar Stad c’hall.
An anken-mañ n’eo ket didalvoud, resevet o deus ul lizher digant ar Rektordi, a-raok tremen an arnodenn, ul lizher sklaer, hag a embann e oa difennet groñs tremen ar bak e brezhoneg. “Ankeniet ’oan un tamm, memestra dirak ar gopienn” eme Lucas war Europe 1, “en em c’houlenn a reer, daoust hag-eñ e ran pe get, met ret e oa chom kalonek ha mont ganti”.
Kompren a reer mat ivez perak n’eus ket bet tu da ouzhpenn 15 den respont e brezhoneg. Ne c’heller ket goulenn gant tud yaouank lakaat o dazont en arvar evit ma vije tu da c’hounit ur vruzhunig vihan, ha pa vefe talvoudus, evit ar brezhoneg. Tost un hanter bennak eus an dermenidi a vije bet mennet respont e brezhoneg digwener tremenet, met an disfi hag an diasurted e-keñver respont ar Rektordi a oa tort hag amsklaer.
Ar 15 lisead zo bet kalonek a-dra-sur (o zud kenkoulz hag int ivez evit bezañ bet asantet). Met ne vije ket bet tu dezho hen ober hep ar skoazell a-feson o deus resevet. Ouzhpenn 150 den ’oa deuet da souten anezho ha da selaou o frezegennoù fromus en emvod kelaouiñ ha 3 500 den o deus sinet ur sinadeg skoazell. Embannet eo bet sklaer ganto an dra-mañ digwener tremenet, ne vije ket bet tu da vont war-raok gant an disenterezh-mañ hep sikour ha souten an holl dilennidi, tud vrudet, Diwan hag an holl re, kar dezho.
Diasur emzalc’h ar Rektordi
Eus un tu e vez lavaret sklaer en ul lizher kaset gant ar Rektordi ne c’heller ket tremen ar vachelouriezh e brezhoneg. Ouzhpenn-se e oa bet lakaet 0/20 en arnodenn da Vaelan Joubin, bet lisead e Lise Diwan, ha tremenet ar vachelouriezh matematikoù e vrezhoneg gantañ e 2002 evit bezañ bet respontet en ur yezh all eget ar galleg. Kaer en deus bet kas meur a lizher d’ar rektordi ha d’ar CADA (Commission d’accès aux documents administratifs) evit enebiñ ouzh an dismegañs-mañ e oa bet sklaer o emzalc’h, respont e brezhoneg er vachelouriezh a dalvez 0/20, pik echu. Ne oa ket tu e mod ebet d’al liseidi gouzout petra vefe emzalc’h ar Rektordi pe ar juri war an afer-mañ. Tu vije bet d’ar brezhoneg bezañ gwelet ivez evel un elfenn diforc’hañ, ur seurt “signe distinctif” a c’hellfe bezañ a-walc’h evit nullañ o c’hopiennoù.
Eus un tu all avat eo bet aotreet d’an Euskariz abaoe 2012 gant Luc Chatel, ministr an Deskadurezh, da vare gouarnamant François Fillon, tremen ar bak matematikoù en euskareg, ur stignad arnod hervez ar ministr, met lezet ’zo bet ganto ar gwir da respont en euskareg digudenn abaoe. “E gwirionez ez eus ar gwir e Bro-c’hall da dremen un arnodenn en ur yezh rannvroel, ret eo kaout an aotre digant ar ministr, tra ken” eme war France Bleu Breizh Izel Hur Gorostiaga, rener Seaska, kevread ar rouedad skolioù Ikastola, ar skolioù dre soubidigezh en euskareg.
Ar gwir zo tremen arnodennoù Stad e yezhoù all estreget ar galleg. E gwirionez ez eus tu da liseidi Diwan tremen o arnodennoù e brezhoneg, evel m’eo meneget e mellad L121-3 kod an deskadurezh : “La langue de l’enseignement, des examens et concours, ainsi que des thèses et mémoires dans les établissements publics et privés d’enseignement est le français. Des exceptions peuvent être justifiées […] Par les nécessités de l’enseignement des langues et cultures régionales ou étrangères.”
Diwan en deus, evel m’eo bet embannet gant Prezidant Rannvro Breizh, ur perzh servij publik a-benn treuzkas ar brezhoneg d’ar re yaouank. A-benn dont a-benn da leuniañ ar garg-se e vefe tu, hervez al lezenn, da brouiñ eo pouezus tremen hag ober ar vachelouriezh e brezhoneg, rak evit meur a lisead, ez eo an arnodenn Stad-mañ, ar wech diwezhañ ma c’hellint ober gant ar brezhoneg en ur framm skol hag akademikel.
Paket berr ar Rektordi
Ha tu vije sevel klemm a-enep ar Rektordi ? N’eo ket e-maez lezenn tremen ar Bak en ur yezh all ma c’heller prouiñ eo ar vachelouriezh e brezhoneg un doare da briziañ ar brezhoneg hag ar matematikoù bet desket ganto dre ar brezhoneg er skol abaoe 15 vloaz. Ouzhpenn-se, ne c’heller ket lakaat diforc’h ebet etre keodediz Bro-C’hall. Ma vez aotreet gant ar ministr da respont en euskareg gant liseidi Euskadi ha chomet hep reiñ ar gwir-se e Breizh e saver a-enep ar reolenn-se… Abaoe c’hwec’h vloaz ’z eus tu hen ober eno, poent eo lakaat gwir Bro-Euskadi da dalvezout e Breizh ivez.
Ar pezh vije bravoc’h c’hoazh avat, eo ma vije douget klemm gant ar 15 lisead evit droukziforc’hidigezh yezh hag a zo bet abaoe miz Du 2016, ouzhpennet er mellad 225-1 er c’hod kastizel. Bez e c’hell ar yezh bezañ implijet evit dougen droukziforc’hidigezhioù etre an dud. Tu vefe ez teorikel neuze d’al liseidi dougen klemm ma vije bet lâret sklaer ha splann d’ar juri gant ar Rektordi chom hep reizhañ o arnodenn, pe reizhañ “falloc’h” an amprouenn dre m’eo bet implijet ganto ur yezh all estreget ar galleg. Chom a ra derez dedalvezout al lezenn-mañ amsklaer ha displann hag ur souezhadenn vrav vefe ma vije barnet ar Rektordi evit droukziforc’hidigezh.
Paket berr eo bet ar Rektordi ar bloaz-mañ, ne c’hellont ket lararet sklaer lakaat 0/20 evit bezañ bet respontet e brezhoneg, kalz re a cheu vefe hag ouzhpenn-se e vefe tu da gas ar Rektordi dirak a lez-varn ha sur a-walc’h e vije kollet ganto.
Dibabet en deus ar Rektordi neuze chom hep lararet kalz tra, laosket eo bet ar reizherien divrezhoneg d’em zifretañ o-unan. Dre m’eo dibosupl pe dost dougen klemm war un notenn bet kadarnaet gant ar juri dirak al lez-varn velestradurel, ma ne vez ket lâret sklaer gant ar Rektordi lakaat 0/20 ne c’hell ket bezañ un droukziforc’hidigezh. Ar pal : rediañ ar reizherien divrezhoneg da reiñ un notenn falloc’h eget talvoudegezh wir ar gopienn dre na c’hell ket bezañ cheñchet an notenn ur wech kadarnaet gant ar juri. Sklaer eo, ret eo diskouez dezho eo ar galleg mestr ha n’eus plas ebet evit ar yezhoù all, gant ar spi, piv ’oar, digalonekaat liseidi nevez d’ober kement all ar bloaz a zeu.
Kounnar reizherien ar vachelouriezh
Fuloret eo ar reizherien, hag hervez an hini aterset gant Ouest-France, n’int ket fuloret a-enep ar vrezhonegerien yaouank hag o youl, met kentoc’h a-enep d’ar Rektordi. Hervez ur c’helenner matematikoù bet aterset gant Ouest-France eo bet kaset ar 15 kopienn, e brezhoneg en ur golo-lizher a-ziforc’h. Ar pep lojikañ a vefe neuze, dre ma vez gouezet dre just pelec’h emañ ar pemzek kopienn-se, e vefe dasparzhet anezho etre tud ar juri a vije brezhonegerien. Pa zo bet kelaouet ar Rektordi gant ar reizherien e kavfent gwelloc’h e vije roet ar 15 arnodenn-se da gelennerien vrezhonek, dre ma ne n’em santent ket barrek a-walc’h e brezhoneg evit hen ober, eo bet respontet dezho e oant kargidi ha n’o deus dibab ebet da gemer. Ret eo dezho reizhañ ar c’hopiennoù en ur yezh digomprenus evito. War a seblant e oa ar reizherien un tamm stroñset ha klasket o deus kompren neoazh pep kopienn ha reiñ ar poentoù dleet.
Pep kopienn a vo reizhet, met an notenn a vo subjektivel da vat. Ma ’z eo tomm ar reizher ouzh ar brezhoneg ha stourm ar 15 lisead-mañ, e vo klasket gantañ pe ganti ober e seizh gwellañ evit chom objektivel. Ma ’z eo ar reizher pe reizherezh a-enep da stourm ar brezhoneg e c’hell neuze reiñ un notenn izel, klask chom hep kompren displegadennoù ar respontoù ha tennañ meur a boent evel-se.
Penaos e c’hell ar Rektordi kemer war e choug ne chomfe ket objektivel reizherien ar vachelouriezh ? Goulennet ’ z eus bet gant ar Rektordi da dud na gomzont ket brezhoneg hag evit lod anezho, n’int ket troet pe dedennet gant ar brezhoneg, reiñ o ali politikel war plas ar brezhoneg er gevredigezh, e plas lakaat anezho da reizhañ un arnodenn Stad. Ur wech ouzhpenn e tiskouez respont ar Rektordi d’an afer-mañ penaos e vez laosket c’hoazh un ingalded sklaer ha splann etre ar re o deus dibabet bevañ ha bezañ skoliataet e brezhoneg hag ar re o deus dibabet ober kemend-all e galleg.
Reizhet ’vo an arnodennoù ya, neuze. Posupl eo ivez e vefe pedet ur brezhoneger pe zaou ampart eus diavaez ar juri evit adsellet ouzh pep kopienn, met emzalc’h ar Rektordi a chomo direizh. Memes ma klot notenn ar 15 kopienn gant live labour al liseidi, e c’hello al liseidi-mañ pe ar re o tont sevel klemm. Ar gwir zo respont d’un arnodenn e brezhoneg, ouzhpenn-se ma ’z eus tu da respont d’un arnodenn e Bro-Euskadi en euskareg, e ranker kaout gwir da ober kement all e Breizh. Tu zo neuze, memes ma ’z eo bet difaziet ar Bak matematikoù e brezhoneg, rebech d’ar Rektordi n’eo ket bet sklaer o doare da ren ha da verañ an difaziañ, ha se en anv d’an “unité nationale”…