SUA. Mont pelloc’h gant an euzh

Krediñ a raed e oa bet gwelet pep tra gant melestradurezh Donald Trump en SUA, goude e afer gant Stormy Daniels, enklask Robet Mueller war e liammoù gant Rusia, an diouer a ober a-enep al lazhadegoù-armoù-tan er skolioù, met biskoazh n’eus bet kement a reuz ha pa zo bet gouezet e oa skrapet bugale diouzh o zud kar tamallet e oa dezho bezañ enbroidi er-maez eus al lezenn.

Komañset e oa an afer gant diviz melestradurezh Trump, dindan urzhioù ar Prokulor Meur Jeff Sessions, ministr ar Justis, da harzañ an enbroidi er-maez eus al lezenn ha da gas anezho d’al lez-varn kastizel e-lec’h mont dirak al lez-varn keodedel e-giz ma veze graet a-raok. Ar pezh a glaske ober a oa digalonekaat an enbroidi da glask mont e SUA o tiskouez e vije kaletoc’h respont ar vestradurezh a-enep dezho. Divizet e oa bet chom hep ober diforc’h ebet gant ar familhoù. Ar pezh a zo e ranke ar pennadurezhioù toullbac’hañ an enbroidi tapet o tremen an harzoù diwar neuze met n’halle ket toullbac’hañ ar vugale gant o zud dre m’eo difennet gant ar gwir. Dispartiet ez eus bet 2342 enbroad yaouank diouzh o zud etre ar 5 a viz Mae hag an 9 a viz Even, ha kaset da greizennoù azderc’hel, e stalioù pe skolioù bet. Bugale ken yaouank ha 3 bloaz a zo bet dispartiet diouzh o zud, hep bezañ asur da welet o zud en-dro. Difennet e oa da implijidi ar c’hreizennoù azderc’hel frealziñ anezho. Reuz a zo bet er vro diwar neuze, reuz spontus zoken, etre ar bolitikourien, luskerien abadennoù tele doare Late Show, brudet-tre eno, betek gouarnerien Stadoù zo o deus galvet en-dro izili ar Ward Vroadel eus o Stad edo oc’h eveshaat an harzoù diwar goulenn ar Prezidant.
Difennet kreñv eo bet an diviz gant melestradurezh Trump, betek Jeff Sessions o venegiñ ar Bibl evit difenn e bolitikerezh. A-benn ar fin eo bet trec’het Trump ha sinet en deus un urzh evit chom a-sav da doullbac’hañ bugale hep o zud. Hep lavarout petra a vo graet eus ar vugale a zo toullbac’het dija…

> Clyde Dlugy-Belmont

Après des études de langue bretonne, Clyde a choisi d’enseigner tout en écrivant des ouvrages de fiction et des articles en langue bretonne dans diverses publication, dont Ya ! et Pobl Vreizh.