Ur vezh e oa gwelet embregerezhioù evel Lactalis pe Bigard kuzhat o c’hontoù p’int rediet d’o embann bep bloaz. Nac’hañ a raent hep tamm mezh ebet, o c’houzout ervat e oant e-maez al lezenn. Dav eo lâret ne oa ket gwall goustus trubardiñ al lezenn. Gant gouarnamant Hollande e oa bet lakaet ar c’hastiz da 1 500 € ar bloaz kentañ ha da 3 000 € ar bloavezhioù war-lerc’h ma kendalc’hed da guzhat ar c’hontoù. Da lâret eo bruzun evit embregerezhioù ken pinvidik ha Lactalis, ar strollad laezh brasañ er bed a-bezh.
Cheñch a raio rak votet ez eus bet un enkemmad e-barzh an danvez-lezenn diwar-benn al labour-douar hag ar bevañs. E-barzh ar poellgor e oa bet votet an enkemmad-mañ. Kaset e oa bet da benn gant ar c’hannad Richard Ramos (MODEM) ha kensinet gant 60 kannad eus an holl strolladoù. Ur wech ma vo votet al lezenn e talvezo ker da lêr an embregerezhioù a chomo e-maez al lezenn : 2 % eus o sifr a aferioù pemdeziek evit kement deiz dale a vo ganto. Gallout a ra pignat buan-tre. Adalek an 22 a viz Mae en em gavo al lezenn dirak ar Vodadenn Vroadel evit bezañ votet.
Klaoustre e lakaio an embregerezhioù-se da brederiañ un tammig muioc’h ha dreist-holl dilezel o dismegañs. Pennoù bras Lactalis ha Bigard a oa bet degemeret e-barzh ur poellgor kannaded evit komz eus o obererezhioù hag o c’hontoù ha ne oant ket bet chalet o lâret n’o doa netra da lâret just a-walc’h war an dalc’h-mañ. Etretant e oa cheñchet ar jeu gant Lactalis, embannet o doa sifroù aferioù un nebeud embregerezhioù ezel eus o strollad bras, abalamour d’ar reuz tro-dro da afer ar salmonell. Hag aze emañ ar gwiridig : pa vez gwashaet skeudenn un embregerezh e vez cheñchet penn d’ar vazh gantañ. Un afer a justis eo ivez pa zouj embregerezhioù bihan ouzh al lezenn ha ne ra ket ar re vras.