Dilemel morailh Bercy

Kevredigezhioù ezel eus ar gensavenn Paradozioù kemedel ha barnerezhel1 a oa bet selaouet d’ar 6 a viz Meurzh 2018 er Vodadenn vroadel. En o zouez e oa Anticor, an CCFD-Terre Solidaire, Oxfam France, Sherpa ha Transparency International France. Pouezet o doa evit ma vefe dilamet da vat “morailh Bercy”, hag a zo ur monopol eus Ministrerezh an Arc’hant evit kas dirak al Lez-varn ar re a vefe kiriek eus floderezh telloù2. Evito eo ret echuiñ gant an nemedenn gall-mañ hag a stal ur justis daou dizh tost da vezañ un digastiz evit felladennerien3 o rochedoù gwenn.

Ur prientiñ arc’hantaouiñ4 kemplezh a vez a-dreñv ul lodenn vras eus ar floderezhioù telloù hag abalamour da se e vez rouez a-walc’h ar c’hondaonidigezhioù evit an embregerezhioù bras, ar re a c’hell en em aozañ evit en ober. Koulskoude eo pouezus-kenañ diskouez n’eus embregerezh ebet a zo er-maez eus al lezenn, ha ret eo kaout soñj e chom ar floderezh telloù un abeg eus ar mankoù arc’hant evit ar servijoù publik.

Dilemel ar monopol-se a c’hellfe sikour evit mont war-raok gant ar stourm a-enep da fuadurioù an telloù5. Dre aferioù Panama ha Paradise Papers eo bet lakaet war wel e chom tiez-bank hag embregerezhioù digastiz daoust da brezegennoù pennoù bras Bro-C’hall goude an afer Cahuzac. D’ar mare-se e oa Jérôme Cahuzac, ministr ar budjed ha tamallet a floderezh telloù. Ma n’en dije ket roet e zilez en dije divizet e-unan hag-eñ e kazje e deuliad dirak al lez-varn pe get. Sot-nay e vije bet.

Name and shame

Morailh Bercy a zo un arouez e kendalc’h ur sistem dall ha diefedus hag a laka barnerien ha kevredigezhioù a-gostez. Evit stourm a-enep da fuadurioù ha d’ar floderezhioù telloù n’eus ket kalz a hentoù, hag ar strategiezh “Name and shame” en deus diskouezet e c’hell tizhout e bal. Embann war ar groaz ar re a zo kiriek hag er-maez al lezenn evit ma vefe tizhet ha gwashaet o skeudenn. Ar pezh a c’hall bezañ efedusoc’h a-bell.

1. Paradozioù kemedel ha barnerezhel : paradis fiscaux et judiciaires

2. Floderezh telloù : fraude fiscale

3. Felladennerien : délinquants

4. Prientiñ arc’hantaouiñ : montage financier

5. Fuadurioù an telloù : évasions fiscales

> Pierre-Emmanuel MARAIS

Pierre-Emmanuel Marais est élu de l'UDB à la mairie de Nantes. Il y exerce la fonction de délégué à la diversité linguistique, pédagogique et culturelle et aux actions autour des écoles. Il est également auteur de plusieurs livres en français et en breton. Parmi eux, le roman "Alje 1957" qui a reçu le prix Langleiz et le prix de l'avenir de la langue bretonne.