E deroù ar sizhun-mañ e oa bet dalc’het an agregadur brezhonek kentañ eus an istor. Ur genstrivadeg eo evit bezañ kelenner·ez en eil derez hag er skolioù-meur. Pa vez paket an agregadur e vez nebeutoc’h a eurvezhioù labour hag ur gopr gwelloc’h. Un afer statud eo ivez. An holl zanvezioù en Deskadurezh Stad a ginnige ar C’hapes hag an agregadur ivez, war-bouez ar yezhoù minorel neuze. Ar bloaz-mañ e oa bet roet tro d’ar re a oar brezhoneg, korseg hag okitaneg da gaout ur post en o yezh gant an agregadur.
Dilun e oa bet an amprouenn gentañ, e galleg rak boutin e oa d’an teir yezh meneget a-raok. Un danvez boutin a oa bet lakaet er programm : an Dispac’h gall hag ar yezhoù minorel. Ur skrid-displeg a oa da sevel diwar un darn eus danevell ar c’hannad Bertrand Barère e 1794 diwar-benn ar galleg hag ar yezhoù all. Ar goulenn resis a oa “Quelles réflexions vous inspire la prise de position de Bertrand Barère sur la(les) langue(s) ?”. Seizh eurvezh evit respont. Un danevell e-lec’h ma vez lakaet splann e zispriz war an “trefoedachoù”, perak e ranker echuiñ ganto ha lakaat an holl Frañsizien da gomz galleg, rak hollvedel eo ha gantañ e vezer dieubet. Dre m’eo ur genstrivadeg ofisiel, aozet gant an Deskadurezh Stad e ranker kaout ur savboent prederiet, seder hag objektivel. N’eo ket stourmerien a ranker klevet, daoust d’an danvez. Ar pal a oa ober liammoù etre an holl yezhoù e Frañs (galleg ivez), o statud, o stuz, o yezherien d’ar poent-hont ha prederiañ war prantad an Dispac’h gall eus tu ar sokioyezhoniezh.
Dimeurzh e oa bet lakaet an danvez-agregidi da studiañ un destenn e brezhoneg. Dav e oa dezho he dielfennañ. Ur barzhoneg skrivet e krennvrezhoneg e oa, “Pemzec leuenez Maria”. Ar wech-se e oa ret dispakañ barregezhioù ha gouiziegezhioù diwar-benn ar yezh, hag e brezhoneg. Istor ar yezh, istor an embann e brezhoneg ivez. Bezañ gouest da gompren an destenn, tennañ elfennoù a bep seurt da-geñver ar mod da skrivañ pe ar mod da werzaouiñ. Seizh eurvezh adarre evit sevel an dielfennadenn.
Ha dimerc’her e oa an amprouenn ziwezhañ, treiñ diwar ar galleg ha diwar ar brezhoneg. Un destenn gant Xavier Grall, tennet eus Barde imaginé, da lakaat e brezhoneg hag ur bomm tennet eus Ar Chalboter hunvreoù gant Tudual Huon da lakaat e galleg. C’hwec’h eurvezh evit dont a-benn eus an div destenn.
Diwar ar 47 den enskrivet e oa deuet un daouzek bennak da dremen an amprouennoù etre Roazhon hag Olonnes-sur-Mer. Ya Olonnes-sur-Mer ! Rak an dud o deus lakaet o anv e akademiezh Naoned a dremene an amprouennoù e Vendée… Ur c’hreunenn ouzhpenn e-barzh sac’h-bleud leun an divizoù diboell gant an dispartiañ etre Liger-Atlantel ha peurrest Breizh. E miz Even e vo an arnodennoù dre gomz evit ar re wellañ. Hag ar bloaz a zeu e vo tro da yezhoù all da gaout o fost agregadur : katalaneg, euskareg, kreoleg ha tahitianeg.