Embannet gant Yoran Embanner, al levr savet gant Yves Mathelier “Le breton parlé dans le pays guérandais” a ziskouez dibarded unan eus ar rannyezhoù keltiek komzet e Breizh e-pad kantvedoù. E-pad un abadenn e saloñs al levrioù Gwenrann, d’an 19 a viz Du, Yves Mathelier en doa respontet d’un nebeud goulennoù savet gant Pierre-Emmanuel Marais.
Neuze, Yves, penaos eo deuet ar soñj dit splujañ ’barzh rannyezh bro Gwenrann ?
Ar c’hentañ gwech ’m eus bet anaoudegezh eus rannyezh Bourc’h-Baz e oa e-pad ur gentel brezhoneg savet gant Christian Joseph Guyonvarc’h, kelenner pa oan studier e skol-veur Naoned. Da c’houde, evit gouzout muioc’h, em eus graet furchadennoù. Me ’zo aet war-zu teuliadoù an ALBB savet gant Pêr ar Rouz. Lennet ’m eus ar pennad « studi war ar rannyezh brezhoneg e ledenez Vaz » skrivet gant Emile Ernault e-barzh Bulletin archéologique de l’Association Bretonne, 1882, hag ivez ar ganaouenn dañs-tro merc’hed Bourc’h-Baz e-barzh Bulletin de l’association bretonne en 1887 ha testennoù all skrivet gant Hersart de la Villemarqué ha Pierre Bezier. Goude ’m eus studiet ur bern pennadoù skrivet gant Emile Ernault, kalz a notennoù diwar-benn rannyezh bro Gwenrann. Mankout a rae din ur sell hollek. Rummet ’m eus ar gerioù dastumet, frazennoù, testennoù ha keñveriet ’m eus labour Emile Ernault gant roudoù all war an distagadur, ar yezhadur…
Traoù nevez ’zo bremañ ?
Hiziv an deiz e vez graet studiadennoù ganin ha gant Gildas Buron, gouiziegezhioù nevez diwar-benn rannyezh bro Gwenrann. Gant hiraezh e c’hortozan al levr hir hag a vo savet gant Gildas Buron war ar rannyezh-se. Kavout a reer dija meur a zanvez gant ar pennadoù a bep seurt skrivet gantañ.
Neuze, Yves, distroomp un tamm en istor, istor ar vro, bro Gwenrann, hag istor ar yezh amañ : pegoulz ha penaos ’oa erruet ar brezhoneg e Bro-Naoned dre vras ?
Roudoù koshañ Breizhiz war vord al Liger ’oa skrivet gand Sidoine Appolinaire e 469 « Britonii supra ligerim sitos », met n’eo ket sur e oa e Bro-Naoned da vat. Neoazh, Grégoire de Tours en doa diskouezet deomp tri darvoud e fin ar VI° kantved :
1 – E-barzh « de gloria martyrum » Grégoire de Tours a gomz eus ul laeroñsi c’hwitet en iliz Sant-Nazer gant ul letanant eus Waroc’h e 577.
2 – E 579 Sant Felix, eskob Bro-Naoned a gasas kannaded da di mac’htiern Waroc’h e Leskiriag (bremañ Gwenrann), eme Gregoire de Tours.
3 – E 588 ur c’hannad eus eskob Orléans en em gavas gant Waroc’h e Leskiriag adarre.
Gant an testennoù-se e weler ez eus bet feulster a-enep eskopti Naoned e Bro Gwenrann. Soñjal a reer ez eus bet un aloubadenn soudarded er vro. Met ne ziskouez ket ez eus bet eus ar brezhoneg er vro d’ar mare-se. Moarvat e voe komzet ar brezhoneg a-raok e bro Gwenrann. Evidon nep den a zispleg an dra-se. Penaos ’oa bet staliet ar brezhoneg e Bro-Naoned a chom ul luziadell.
Brezhoneg a veze komzet e Bro-Naoned a-bezh ?
Un dra zo sur, bout ’oa un aloubadenn gant Breizhiz e Bro-Naoned, ar pezh a zispleg ez eus kêriadennoù o kregiñ gant Tré e kornog Bro-Naoned. An darn vrasañ eus ar c’hêriadennoù e Tré- zo lec’hiet e bro Gwenrann, ar re all en em gav e-kichen stêrioù Gwalenn, Don, Isac ha Brivet. Koulskoude, kavout a reer ur bern lec’hioù gant un anv brezhoneg pe keltieg er vro.
Hag-eñ e veze komzet galianeg c’hoazh pa oa erruet ar brezhoneg e Bro-Naoned ?
Kavout a reer un ger galianeg bennak, evel édin (lann) a gostez Ruzieg (Rougé), pe dreu (draweg) en-dro da Kastell-Briant, pe bran (brenn) e Bro-Raez, pe kernaoñ (kraoñ) en-dro da Levieg (Legé), pe balai (balan) e kornog Bro-Naoned. Bout ’zo kalz a c’herioù galianek e meur a rannyezh c’hallek e Bro-C’hall.
Ha mod-all, liammoù hag eskemmoù zo bet etre ar gwenranneg hag ar gallaoueg ?
Roudoù ’zo eus ar brezhoneg e gallaoueg Bro-Naoned. Kavout a reer, un nebeud gerioù brezhoneg dastumet e Gwenvenez-Penfaou, Blaen, Bouvron, Kroazieg (Crossac), La Chapelle des Marais ha Severeg. Ar gerioù-se zo dibaot. Kavout a reer un nebeud gerioù brezhoneg, lakaomp : kik, trinchoñ, beurlu, briñs, bëyènn, heujë, traè, drog…. Ar c’hentañ ger a fell din komz diwar-e-benn a zo ar verb gallaoueg ouàlë. Rannyezh gallaoueg Gwenvenez-Penfaou a implij ar gêr ouàlë a dalv leñvañ, gouelañ e Bro-Gwened. Neuze e oa kentoc’h ul liamm gant an henvrezhoneg (brezhoneg kozh). Koulskoude daoust ma n’eo ket bet skrivet en diellevrioù kozh, sur omp e teu eus an henvrezhoneg abalamour en henvrezhoneg ne groge ket ar ger-mañ gant ur g evel ’vez e kembraeg (wylo), e kerneveg (oula) pe e gwenedeg uhel (ouelein).
Hag un dazont a vefe evit ar gwenranneg ? D’az soñj e vefe tu da adsevel ar gwenranneg, da skouer deskiñ ar rannyezh-se da skolidi skolioù Gwenrann pe Sant-Nazer, pe Naoned zoken ?
Marv eo ar gwenranneg. Koulskoude ar brezhoneg e bro Gwenrann hag e Bro-Naoned a zo studiet. Kalz a dud a zesk ar brezhoneg dre skolioù pe dre gentelioù noz. Un dra zo sur, ar brezhoneg en deus gwrizioù e Liger Atlantel ha dav eo da dud ar vro kompren ha gouzout an dra-se.