Ur c’henstroll kengred gant Katalonia krouet e Roazhon

En em gavet e oa tud e Roazhon d’ar Sadorn 11 a viz Du evit embann o c’hengred gant Katalaniz o stourm evit o gwir d’en emdermeniñ, hag evit goulenn groñs ma vo dieubet ar brizonidi bolitikel. Krouet ez eus bet ur c’henstroll e Breizh evit respont d’ar c’homzoù direizh a c’hall bezañ embannet er mediaoù gall diwar-benn Katalonia, hag evit kizidikaat tud ar vro.

Ma oa bet krouet ar c’henstroll gant Katalaniz o chom e Breizh e oa deuet ivez stourmerien vreizhat d’an emgav, izili eus an UDB en o zouez.

Lennet e oa bet un disklêriadenn e-lec’h ma kaved pevar goulenn groñs da gouarnamant Bro-Spagn :

– Dieubiñ ar brizonidi bolitikel.

– Chom a-sav gant ar pennad 155 (a null emrenerezh Katalonia evit ur prantad)

– Eskemm gant an dizalc’hourien evit kavout un emglev a zoujo ouzh an demokratelezh.

– Leuskel dilennadegoù an 21 da vezañ dalc’het en ur mod demokratel, gant eveshaerien etrebroadel, ha doujañ ouzh o disoc’h.

> Nil CAOUISSIN

Nil Caouissin est professeur d'histoire, de géographie et de breton. Il est conseiller régional de Bretagne depuis juin 2021. Il siège dans le groupe d’opposition “Breizh a-gleiz - Autonomie, écologie, territoires”.