Sevel ur rannvro Elzas en-dro : Macron a-enep

E-touez brasañ glac’haroù adreizh an tiriadoù e 2014 e oa planedenn Elzas : beuzet e-barzh ur rannvro bras-divent, eus harzoù Alamagn da harzoù Pariz, hep identelezh ebet hag un anv divlaz : ar Reter-Bras. Ar pezh a oa bet darbet c’hoarvezout gant Breizh ivez e-barzh ar C’hornôg-Bras. Hep mar e oa bet bevet fall gant an Elzasiz.

Dibaoe 2014 ez eus bet savet ur gwir emsav en Elzas evit goulenn ma vefe adsavet o bro en ur rannvro didroc’het eus ar Reter-Bras. Ur cheñchamant zo bet a-fet politikerezh, kreñvoc’h eo ar strollad emrenour Unser Land da skouer. Unan eus o danvez-kannaded en dilennadegoù kannaded diwezhañ a oa bet en eil tro zoken. Met dre vras eo an holl zilennidi a stourm evit ma vefe Elzas ur rannvro en-dro.

Dec’h e oa bet prezidant Macron e Strasbourg, hag e-touez an traoù raktreset evit e weladenn e oa ur pred gant pemzek kannad elzasian, a bep liv politikel. E-pad un eurvezh e oa bet lakaet ar gaoz war plas Elzas er rannvro-se. Ha war a seblant eo bet sklaer Macron : ne vo ket dismantret ar rannvro Reter-Bras evit adlakaat un Elzas en hec’h-unan. Riskloù a vefe evit ma vefe goulennet cheñchamantoù all e-barzh rannvroioù all, ha ne fell ket d’ar prezidant ober un adreizh tiriadoù adarre.

Lavaret en dije ivez Macron e vefe prest da reiñ ur plas ispisial da Elzas e diabarzh ar rannvro. Posupl e vefe teuziñ daou zepartamant Elzas en ur seurt strollegezh lec’hel all he dije kefridioù roet gant ar rannvro. Evit an dilennidi elzasian e talvez ez eus c’hoazh eus un dalc’h elzasian ha ne vo ket echu o stourm a-benn nebeut.

Setu an demokratelezh c’hall : an hini e penn a zibab e plas ar bobl. Pegoulz e vo goulennet digant ar bobl ar pezh a fell dezhi ?

> Maxime Touzé

Rédacteur. Professeur d'histoire-géographie en breton, responsable d'une association culturelle à Douarnenez, Maxime Touzé écrit aussi pour Le Peuple breton depuis une dizaine d'années. Il est devenu rédacteur en chef adjoint à la langue bretonne en 2016, responsable du cahier mensuel Pobl Vreizh et des articles en breton sur Lepeuplebreton.bzh. [Lire ses articles]