Alies e vez ar skolveuridi e penn ar stourmoù. Hag e Breizh ?

Graet em boa ma mad eus manifestadeg Diwan an deiz all e Kemper evit mont d’ober un tamm tro e stal Coop Breizh. E-touez meur a levr all am boa prenet « Yezh ha Bro », un dastumad pennadoù preder hag istor bet skrivet gant Pêr Denez adalek treuzoù ar bloavezhioù 50 betek deroù ar bloavezhioù 90 hag embannet gant Mouladurioù hor yezh e 1998.

Bet eo Pêr Denez, war un dro pe tro-ha-tro, skolveuriad, enklasker, kelenner kazetenner, skrivagner, embanner, marvailher, prezegenner, stourmer. Pêr Denez en deus gouestlet e vuhez a-bezh d’ar brezhoneg. Bez’ eo eus ar rummad niverus a Vreizhuheliz-se o deus divizet ober eus ar brezhoneg o yezh hag o deus roet kement d’an emsav breton ha brezhonek en XXvet kantved.

Ur broadelour breton e oa Pêr, evitañ ne c’halle ket ar stourm evit ar brezhoneg bezañ distaget diouzh ar stourm evit gounit muioc’h a frankiz evit ar vro. Pêr a skrive hag a gomze, evit ar yezh, evit e vro. P’eo bet e penn ar gevrenn geltiek en deus gouezet reiñ ur vouezh politikel d’an emsav brezhonek, ur vouezh a yae pell hag a zifenne holl bobloù gwasket ar bed. Saozneger hag esperanteger e oa Pêr ha studiet en doa an emsavioù keltiek, dedennet-bras e oa gant ar broioù keltiek, koulskoude eo bet anavezet e labour pelloc’h eget er broioù keltiek. E 1993 e voe roet da Bêr Denez Kroaz sant Jordi gant Prezidant Generalitat Katalonia, da skouer.

Mouezh Pêr Denez a vank deomp hiziv rak skol-veur Breizh zo peuzvut abaoe re bell, ne emell ket mui e stourmoù ar gevredigezh evel ma rae da vare Pêr. En holl vroioù « bihan » e c’hoari ar skolioù-meur ur roll a bouez evit difenn ar pobloù hag ar yezhoù gwasket. Alies e vez ar skolveuridi e penn ar stourmoù. Dre o labourioù, o levrioù, o fennadoù, o frezegennoù e sikouront evit lakaat war wel an direizhderioù er gevredigezh. E Breizh e seblant bezañ eo muioc’h-mui distag ar skolioù-meur diouzh labour ar c’hevredigezhioù brezhonek hag al luskadoù sokial a-du gant ar yezh hag ar vro.

Pêr en doa komprenet pegen pouezus e oa reiñ boued spered d’ar vrezhonegerien, diwar-benn istor an Emsav hag istor emsavioù ar pobloù all. Trugarez eta da Vouladurioù hor Yezh da vezañ strollet ar pennadoù-se el levrig Yezh ha Bro, tost 20 vloaz zo dija. Ur skouer a dalvezfe ar boan bezañ heuliet gant re all. Pennadoù dedennus int, ha pa vankfe notennoù e meur a hini hiziv evit sikour ar re yaouankañ da gompren mat eus petra zo anv (alies e ra anv Pêr eus darvoudoù anavezet gant an holl d’ar mare ma skrive met a zo bet ankounac’haet gant kalz a dud hiziv).

En ur adlenn ar pennadoù-se em eus soñjet meur a wech « na pegen cheñchet eo bed an emsav brezhonek evel m’emañ deskrivet deomp gant Pêr Denez ». En aner e vo klasket er pennadoù-se an droienn « politikerezh yezh », da skouer. Da vare Pêr Denez, ar stourm evit ar yezh n’halle bezañ renet ha komprenet koulz lavaret nemet er-maez, hag a-enep d’ar frammoù ofisiel. Ne veze ket labouret gant ar c’humunioù, ne oa ket eus ar Rannvro. Ret e oa krouiñ (ul lennegezh, kazetennoù) evit bezañ hag enebiñ, gounit ar frankiz politikel evit saveteiñ ar yezh. Bremañ e klasker muioc’h mont er frammoù pe kenlabourat gant ar frammoù a ren ar vro evit lakaat anezho da ofisielaat ar yezh er fedoù. Met ar c’hrouiñ arzel a chom ret evit ezteurel ur vuhez pobl hag unaniñ an nerzhioù kevredigezhel evit sevel un talbenn unvan hollek zo atav ken ret hag a-raok.

> Gael Briand

Journaliste. Géographe de formation, Gael Briand en est venu au journalisme par goût de l'écriture et du débat. Il est rédacteur en chef du magazine Le Peuple breton depuis 2010. Il a également écrit « Bretagne-France, une relation coloniale » (éditions Ijin, 2015) et coordonné l'ouvrage « Réunifier la Bretagne ? Région contre métropoles » (Skol Vreizh, 2015). [Lire ses articles]