Pascal Indo, prezidant Seaska.
E Euskal Herria an Hanternoz evel-just. Aet eo kalz pelloc’h an traoù dija el lodenn dindan veli Bro-Spagn. Ul lise hollek, teknologel ha micherel an hini eo, savet e Baiona gant ar gevredigezh Seaska. Ar gevredigezh-mañ a vod an holl skolioù Ikastola er vro. Krouet e oa bet e 1969.
En distro-skol-mañ int bet gouest da zegemer 299 skoliad diouzhtu, 30 anezho evit al lodenn vicherel, ar pezh a zo ur sin vat evit ar yezh. A-raok ne oant ket gouest da gaout a-walc’h a dud prest da heuliañ un hentenn vicherel en euskareg evit he digeriñ. Bremañ n’eo ket gwir ken. Diskouez a ra ez a war-raok ar yezh e pep keñver.
Ul lise nevez-flamm o deus savet, gant sikour ar rannvro bras-divent Akitania-Nevez. Aet eo buan ar raktres rak tri bloaz ’zo hepken e oa bet empennet gant pennoù-bras Seaska. Ur youl bolitikel zo bet a-dreñv ivez evit kas ar raktres-se betek penn. Aesoc’h-aesañ eo an traoù eno gant Ofis publik an euskareg, un tolpad kêrioù gouestlet da Euskadi hepken,… Posupl eo degemer betek 400 skoliad e-barzh al lise. Ur c’houskva hag ur jiminas zo bet savet ivez. Ha chom a ra un nebeud salioù a vank dafar pe kinkladurioù dezho met ur c’houlzad skoazell zo atav war-ober gant Seaska. Kinniget e vez ganto prenañ ur wezenn avaloù 30, 50 pe 100 euro. Gant ar choaz da gas anezhi er gêr pe he lezel e-barzh “gwerje an euskareg”.
Diwar skouer Seaska hag an Ikastolas e oa bet savet Diwan e 1977. O welet penaos eo gant an Euskariz e c’haller keñveriañ gant hon saviad deomp-ni. Ul lise Diwan nevez ’vo savet normalamant e Gwened. Gant ar spi a c’hallimp-ni ivez kinnig stummadurioù micherel e brezhoneg d’hon yaouankizoù.