Cedric Herrou harzet evit ar 7vet gwech…

… ha dieubet goude an dalc’h dindan evezh. Seizh gwech dibaoe ur bloaz hepken. Chomet eo ouzhpenn 30 eurvezh memestra. Al labourer-douar ha stourmer e traoñienn ar Roya zo bet tamallet dezhañ da vezañ taget ha dalc’het un den a laka ar repuidi da dremen. Na souezhus an istor.

An den en deus douget klemm outañ zo un Etiopiad, oadet a 26 vloaz. E miz Gouere e oa bet degaset d’an archerdi gant Cedric Herrou ha pevar repuad. Merzet e oa bet gant tud kevredigezh Roya citoyenne e veze gwelet ingal ar repuad-se gant ar bagadoù repuidi a glaske tremen an harzoù. Komprenet o doa e lakae an dud da baeañ evit sikour anezho da dremen, da lavaret eo e veze aozet un trafik gantañ. Pellgomzet e oa bet d’an archerien evit herzel anezhañ. Met an archerien n’o doa graet tra ebet. Neuze e oa bet divizet ganto kas anezhañ d’an archerdi. D’an 31 a viz Gouere e oa bet kondaonet a eizh miz toull-bac’h.

Met dibaoe en deus douget klemm ouzh Cedric Herrou evit an nebeud eurvezhioù e oa bet dalc’het gantañ ha tud all evit bezañ kaset d’an archerdi. Hervezañ e vije bet jahinet, gwallgaset ha gourdrouzet a vezañ drouklazhet. Dimeurzh e oa bet aozet un emgav etre Cedric Herrou hag eñ. Ha war a seblant ne oa ket gwall sklaer ar pezh a lavare an Etiopiad hervez breutaer Cedric Herrou. Anat eo e vez harellet Cedric Herrou. Dav eo gortoz petra a vo diviz ar prokulor, hemañ hepken a c’hall dibab ma vo kendalc’het an enklask pe disklêriet goullo an afer. Ma vez divizet kement-mañ e vo douget klemm gant breutaer Cedric Herrou evit ar gwallvrudañ.

Embannet o doa Kevre gwirioù Mab-den ha Roya citoyenne e-barzh ur gemennadenn o nec’hamant o welet peseurt toull-trap gros zo bet ijinet evit lakaat ar bec’h war Cedric Herrou. «Penaos e c’hallfe ar prokulerezh krediñ an hini zo bet lakaet en toull-bac’h abalamour da Cedric Herrou ? Pe ez eo un doare veñjañs pe gwashoc’h c’hoazh e vije bet broudet gant tud ’zo d’ober kement-mañ.»

> Maxime Touzé

Rédacteur. Professeur d'histoire-géographie en breton, responsable d'une association culturelle à Douarnenez, Maxime Touzé écrit aussi pour Le Peuple breton depuis une dizaine d'années. Il est devenu rédacteur en chef adjoint à la langue bretonne en 2016, responsable du cahier mensuel Pobl Vreizh et des articles en breton sur Lepeuplebreton.bzh. [Lire ses articles]