Diwezh an “Dreamers” gant Trump

Unan eus promesaoù Trump e oa e-kerzh e goulzad kabaliñ : terriñ un dekred savet gant Obama evit gwareziñ an dud dibaper erruet er Stadoù-Unanet pa oant minored c’hoazh (dindan 16 vloaz eno). Klask a ra Trump terriñ ur yoc’h a draoù graet ar prezidant kent. E miz Even 2012 en doa roet Barack Obama ur statud d’an dud-se hag un aotre chom. Savet e oa bet ur programm zoken evit sikour anezho, DACA (“Deffered action for chilhood arrivals”, oberoù ampellet evit degouezh ar vugale). Ouzhpenn 800 000 a dud o doa tennet o mad eus ar programm-se. Echu eo bremañ. Ar C’hendalc’h amerikan en deus 6 miz evit divizout petra ’vo graet gant an dud-se, ijinañ ur sistem nevez pe get.
An darn vrasañ eus an “Dreamers” zo Mec’hikaned hag Aziiz. A-drugarez d’ar statud-se o deus gellet kavout labour, mont d’ar skol-veur, paeañ tailhoù,… Bezañ gwir geodedourien.
Hep mar e plijo diviz Trump d’e harperien met kalz a dud a oa savet a-enep. En o zouez kalzik a batroned vras evel Mark Zuckerberg (Facebook), Tim Cook (Apple), Mary Barra (General Motors),… Evito ez eo tud aes da c’hoprañ ha ne fell ket dezho koll anezho. E miz Eost o doa skrivet ul lizher digor evit lavaret da dTrump e vefe un taol fall evit ekonomiezh ar Stadoù-Unanet. Hervezo e vefe kollet 460,3 miliard a zollaroù evit ar PDK (Produadur Diabarzh Kriz) amerikan. Disrann zo adarre e diabarzh ar strollad Republikan e-keñver an diviz-se. Ur bazenn ouzhpenn war-zu an “Impeachment” ?

> Maxime Touzé

Rédacteur. Professeur d'histoire-géographie en breton, responsable d'une association culturelle à Douarnenez, Maxime Touzé écrit aussi pour Le Peuple breton depuis une dizaine d'années. Il est devenu rédacteur en chef adjoint à la langue bretonne en 2016, responsable du cahier mensuel Pobl Vreizh et des articles en breton sur Lepeuplebreton.bzh. [Lire ses articles]