Sturgeon he dije roet un anv all d’he strollad

Setu ar pezh zo bet klevet e-kerzh ur gaozeadenn foran etre Nicola Sturgeon, Ministrez Kentañ Bro-Skos, hag Elif Shafak, ur skrivagnerez eus Turkia, da geñver festival etrebroadel al levrioù e Edinburgh. Disklêriet he deus he defe bet c’hoant da vezañ aze pa voe savet ar strollad 90 vloaz ‘zo evit kinnig un anv all. Petra ne blij ket dezhi e-barzh an anv Scottish National Party ? Ar ger National – broadel – ne zere ket dezhi. Eviti e c’hell bezañ ar ger “broadel” ur gudenn vras, treuzkomprenet penn da benn.

Deuet eo al lavarenn-se pa oa bet lavaret gant Elif Shafak en deus ar ger broadel ur ster negativel hervezi. “O tont eus Turkia em eus gwelet eno, met estreget eno ivez, e pep lec’h dre ar Reter-Kreiz pe ar Balkanioù pegen fall eo ar vroadelouriezh peogwir em eus gwelet traoù skrijus, penaos e c’hell distrujañ, pegen feuls e c’hell bezañ ha dreist-holl an disrann etre ar pobloù a ya da heul betek lakaat anezho da chom hep bevañ asambles.

A-du emañ Nicola Sturgeon gant ar soñj-se. Respontet he deus eo “diaes ar ger-se”. Met pouezet he deus ivez evit displegañ petra eo he strollad, ar pouezusañ eo an emdidermenañ ha n’eo ket bezañ a-orin eus ar vro. Daou dra a gred diwar-benn ar re a harp an dizalc’hiezh : ne ra forzh eus pelec’h e teu an dud, adal m’emaint o chom e Bro-Skos, ma kav dezho ez int Skosiz ha ma fell dezho gwelet Bro-Skos dizalc’h, neuze int Skosiz ha mat pell ’zo. Eil tra, ar re a harp an dizalc’hiezh n’eo ket evit bezañ serroc’h war ar bed ha chom etrezo, met kentoc’h peogwir e fell dezho bezañ klevet er bed a-bezh ha bezañ digor d’an holl.

Perak nompas cheñch an anv neuze ? “Re luziet e vefe” emezi. Bremañ eo re anavezet anv ar strollad e-barzh an emsav evit an dizalc’hiezh, aon o deus ez afe a-enep d’o c’hoant kentañ. Hag ouzhpenn da se n’en deus ket ar memes ster e Bro-Skos hag e lec’hioù all er bed a-bezh. Lavaret a ra Nicola Sturgeon ne c’heller ket cheñch an doare da welet ar ger er broioù all met ar pezh a c’heller ober eo diskouez petra a fell dezho ober gant ar ger-se, gant o doare da welet ar bed, gant ar pezh a reont, evit Bro-Skos hag evit ar re all.

> Maxime Touzé

Rédacteur. Professeur d'histoire-géographie en breton, responsable d'une association culturelle à Douarnenez, Maxime Touzé écrit aussi pour Le Peuple breton depuis une dizaine d'années. Il est devenu rédacteur en chef adjoint à la langue bretonne en 2016, responsable du cahier mensuel Pobl Vreizh et des articles en breton sur Lepeuplebreton.bzh. [Lire ses articles]