E Wairoa (ZN) e lakaer ar maorieg da gentañ

800px-Wairoa_waterfront_on_Wairoa_River

Emañ kuzul lec’hel Wairoa àr hent dont da vezañ an hini kentañ e Zeland-Nevez da vezañ divyezhek da vat, maorieg (te reo māori)/saozneg. D’ar Meurzh 9 a viz Mae e oa bet votet gant ar c’huzul an Te Kaupapa Here mo Te Roe Maori ke Te Kaunihera o Te Wairoa (“Steuñv Te Reo Maori kuzul lec’hel Wairoa”), a lakfe yezh ar Vaoried àr pep panell e kêr (bep ma vint nevezet), a-raok ar saozneg – da gustum e teu ar saozneg da gentañ. A-raok bezañ savet e vo adlennet ha reizhet pep panell – arabat lezel fazioù. Ouzhpenn e vo roet ton d’an dud implijout ar yezh aliesoc’h e pep rann ar vuhez pemdeziek. Gant 19 % eus e annezidi o kaozeal maorieg (diouzh 3,5 % er vro a-bezh), bez eo Wairoa al lec’h gant an niver brasañ a vaoriegerien e Zeland-Nevez. Kroget en doa ar c’huzul er raktres se e 2012, ha bez eo ar pal bezañ divyezhek da vat a-benn 2040.

Bremañ eo ret d’an annezidi asantiñ gant diviz ar c’huzul, met leun-nerzh eo izili ar c’huzul, hag int o klask digeriñ an hent da adsevel ar maorieg er vro. “Gant hogos 60 % eus ar boblañs a-orin maoriat, hag un niver a vaoriegerien a-us d’ar geidenn vroadel da vat, poellek eo eo Wairoa a ziskouez an hent” eme gKiwa Hammond, kadoriad ar c’huzul e-karg an aferioù maoriat. Hag eñ ha ouzhpenn “Laouen on gant pep kanton all a gas implij an Te Reo Maori àr-raok. N’eo ket ur genstrivadeg rak en dibenn e ya ar maout gant an Te Reo Maori hec’h-unan.”

Warlene e oa votet ar Maori Language Act 2016 (Akt ar Maorieg 2016) a lak àr-wel kiriegezh ar c’houarnamant e Zeland-Nevez da skoazell ha da gas àr-raok implij an te reo Maori.

> Fañch Bihan-Gallic

Fañch Bihan-Gallic est doctorant en études celtiques à Édimbourg, Écosse.