FN, n’em bo ket !

[Savboent ar skriver an hini eo]

Tri devezh a chom c’hoazh a-raok gwelet penn an hini a vo prezidant-ez Frañs ouzh ar skramm. Anat eo ne blijo ket deomp kement-se, ni emrenerien, ekologourien, digreizennourien, sokialourien, an hini a yelo ar maout gantañ pe ganti. Anzav a ran em boa soñjet noz disoc’hoù an dro gentañ ne ‘z afen ket da votiñ, pe votiñ gwenn e mod all. Ne oan ket souezhet gant an disoc’h met heuget gantañ ha n’em boa ket c’hoant da gemer perzh en dilennadeg brein-se. Perak votiñ evit unan eus an daou-se o c’houzout ne raio ket ar politikerezh a fell din ?

Met etretant em eus kemeret amzer da sellet en-dro ouzh ar pezh a ginnig an FN, lennet em eus kalz pennadoù diwar o fenn, selaouet kazetennerien a bep seurt, sellet ouzh teulioù-film a gont ar pezh a ra an FN p’eo dilennet. A-benn ar fin ne oa ket bet lakaet ar gaoz kement-se war an FN e-pad ar c’houlzad kabaliñ, dreist-holl Fillon ha Mélenchon. Dre-se em boa disoñjet un tamm petra eo an FN. Strollad ar ouennelouriezh, ar faskouriezh, ar gevier, ar fakenews, an disrann etre an dud, an homofobiezh hag all. Strollad ar gasoni ouzh ar pezh a zo disheñvel. Evel Breizhad ez on disheñvel diouzh o mennozhioù hag o zalvoudegezhioù. Penaos em eus gellet soñjal e oa ar memes tra Macron ha Le Pen ?! Ar memes tra peogwir e vefent a-enep ma mennozhioù. N’ouzon ket hag-eñ e ra an anvouezhiañ c’hoari an FN e-giz ma vez lavaret. Ha ne rebechin netra d’an dud a chom hep votiñ, an demokratelezh eo. Ar pezh on sur em eus c’hoant e vefe trec’het an FN a galz, evit an nebeud a wirioù hon eus evit hon yezh hag hor bro, evit ma mignoned heñvelreizhidi, evit ar repuidi, evit an holl vinorelezhioù e Frañs a bakfe forzh pegement, evit ar frankiz da lavaret ar pezh a skrivan bremañ er yezh-mañ. Ne c’hell ket an FN bezañ trec’h disul !

Ne votin ket evit Macron gant plijadur. Stourm a rin outañ hag e vennozhioù frankizour ha stourm a rin evit ma vefe cheñchet an doare da zilenn hon dileuridi evit ma vefe demokrateloc’h ha reishoc’h. Gellout a rin stourm evit mennozhioù UDB hag evit Breizh peogwir hon do trec’het an FN hag e vennozhioù frankizlazh.

Ur ganaouenn evit echuiñ : “Porcherie 2017” gant ar Ramoneurs de Menhirs.

> Maxime Touzé

Rédacteur. Professeur d'histoire-géographie en breton, responsable d'une association culturelle à Douarnenez, Maxime Touzé écrit aussi pour Le Peuple breton depuis une dizaine d'années. Il est devenu rédacteur en chef adjoint à la langue bretonne en 2016, responsable du cahier mensuel Pobl Vreizh et des articles en breton sur Lepeuplebreton.bzh. [Lire ses articles]