Distro Gouel Broadel ar Brezhoneg d’an 19 ha d’an 20 a viz Mae

lur

‘Ba Langoned vo aozet Gouel Broadel ar Brezhoneg (GBB) ar bloaz mañ. E Langoned oa bet aozet dija e 1998. Hag un degemer a-feson a zo gant ar barrez ar bloaz-mañ c’hoazh. Ar gevredigezh Mignoned ar Brezhoneg eo a aoz an darvoud meur-se, an hini vrasañ gouestlet d’ar brezhoneg e 2017. Ur programm liesliv zo bet prientet gant an aozerien.

Adlañsañ an Taol-Lañs : d’ar Gwener 19 a viz Mae, dindan ur chapito 400 plas. Digor eo an enskrivadurioù ha tu zo d’ar strolladoù a grou sonerezh e brezhoneg em lakaat war renk. Ar bloaz-mañ e c’hello an hini a zaio ar maout gantañ mont da soniñ e Gouel Etrekeltiek an Oriant, e Gouel ar Skeudennoù disheñvel e Brest aozet gant Canal iI Zef, hag e gouelioù all n’int ket termenet c’hoazh. Profet vo 3 devezh studio hag enrolladenn ur vaketenn d’ar c’hampion! Ur sapre taol brud eo bout loread An Taol-Lañs.

Ur film : A-drugarez d’ur c’henlabour gant France 3 Breizh, e vo skignet evit ar wech kentañ un teulfilm diwar benn istor GBB. Ar sevenour, Riwall Kermarrec zo o fouetañ bro e Breizh er mare-mañ hag o atersiñ bep sort a dud bet o kemer perzh e GBB gwechall. Skignet vo d’ar Gwener 19 a viz Mae e Sinema Kerne e Langoned.

Arvestoù ha tabutoù : Estroc’h evit riboulat vo kinniget ivez magañ ar preder. Meur a gendiviz a vo aozet d’ar Sadorn 20 a viz Mae. Bodet vo ar stourmoù ekologel, ar stourmoù evit ar yezh, stourm ar re vouzar ha stourm evit gwirioù ar merc’hed . Ar pal a vo lakaat an dud da eskemm. Bez vo ivez stourmerien o komz eus o tachenn, pe arbennigourien memes. Kavet e vo ur gêriadenn vras gouestlet d’ar brezhoneg met ivez ha nevez eo, da bed an niverel e brezhoneg. Hag arvestoù vo e-leizh evel-just. Un dibab ispisial evit ar vugale da skouer, kentañ kejadennoù ar sirk e brezhoneg, Kan ‘N Noz vo ar Fest noz Vras, hag ur pezh sonadeg gant arzourien liesseurt. Kampva, boued, stourm ha plijadur eta, e-pad daou zevezh. Chomit ket ‘bar gêr !

> Tristan An Nedeleg

Douaroniour / Kêraozour - Géographe / Urbaniste