Evit c’hwec’hvet deiz-ha-bloaz gwallzarvoud Fukushima e oa pennoù enep-nukleel bro Saint-Maloù / ar renk oc’h ingalañ paperennoù evit reiñ da soñj ur wech c’hoazh er pezh a oa c’hoarvezet e Bro-Japan. Diwar ur c’hren-douar e oa bet ur pezh mell reverzhi o veuziñ ar greizenn nukeel. Teuzet eo kalonenn ar reaktor 2 ha toullet eo foñs ar veol gant an danvez kendeuz. Ha ne oar den betek pelec’h eo bet an danvez-se. An ardivinkoù pe ar mekanikoù emgefreek ne c’hallont padout pell gant an tommder hag ar skinoberiusted