Sed aze ur raktres nevez ha dibar gant klub mell-droad Gwengamp : digeriñ ar berc’henniezh d’an harperien o krouiñ ur c’hlub socios digor d’an holl evit prenañ lodennoù eus kevala ar c’hlub ha levezoniñ an divizoù. Ar wech kentañ e Frañs e vez graet an dra-se e-barzh ur c’hlub mell-droad a-vicher. N’eo ket nevez e broioù all evel Bro-Alamagn pe Bro-Spagn, eno e vez socios kreñv-kenañ evel e Real Madrid pe Barcelona. Meur a glub a soñje ober an dra-se e Frañs met a-benn ar fin eo ar gêr vihanañ gant ur c’hlub mell-droad a-vicher an hini kentañ. Un doare all c’hoazh evit klub Bro-Dreger da lezel e roud en istor.
Kregiñ a raio ar c’houlzad prenañ a-benn disadorn betek an 29 a viz Ebrel. Koustañ a raio 40 € an emezelañ d’ar gevredigezh Kalon, ar gevredigezh a vodo an harperien. Un anv brezhonek evit diskouez identelezh ar c’hlub. Plijout a rafe da vBertrand Desplat, prezidant War-raok Gwengamp, e vefe kement a izili hag a annezidi e Gwengamp. Ar pezh a rafe war-dro 300 000 €. Da lavaret eo 12 % eus kevala ar c’hleub.
Betek-henn ez eus 141 a gevranneien, embregerezhioù dreist-holl. Ar gevredigezh Kalon a zilenno un dileuriad a gemero perzh en emvodoù-meur ha votiñ a raio e anv an harperien. Ar pezh a sinifi ne vo ket perc’henn an harperien war ar c’hlub a-bezh met o soñj a c’hallint lavaret hag en amzer da zont e c’hallint kaout muioc’h a bouez ma vez kalz izili. Un dra ouzhpenn o do an harperien, evit an arouez kentoc’h : o anv a vo skrivet ouzh ur blakenn e mont e-barzh ar Roudourou. Bruderezh a vez graet gant ar c’hlub tro-dro d’e raktres, gant videoioù peurgetket. Soutenet int gant skolioù ar vro pe tud vrudet evel c’hoarierien gozh, Jérémie Beyou (merdeer breizhat) pe Anthony Kavanagh (fentigeller kebekat).
Degemeret eo bet mat ar c’heloù-se gant an harperien. Ha pelloc’h eget Gwengamp zoken. Harperien Naoned pe Marsilha da skouer a fell dezho ivez e vefe savet ur gevredigezh harperien evit kreñvaat al liammoù etre an harperien hag ar c’hlub. Tostaat ar galloud ouzh ar bobl n’eus ket gwelloc’h !