D’ar 6vet a viz C’hwevrer 1917 e oa bet bodet tud eus a bep lec’h e Sápmi, Bro ar Samied e tu-kleiz Lec’hlenn hag àr gourenez Kola (Bro-Rusia). Ar bloaz-mañ eo neuze ma lid ar Samied kant deiz-ha-bloaz o unvaniezh hag o labour a-gevred da virout, difenn ha diorren o doareoù bevañ. Emaint c’hoazh o vesa kirvi-erc’h ha menel a ra lod anezho o vevañ evel kantreerien pe damgantreerien hiziv an deiz. Goude ur c’hantved a stourm, gwellaet eo bet buhez ar Samied. Ofisiel eo o yezhoù e Bro-Finn, Bro-Norvegia ha Bro-Sveden lec’hioù m’emaint o chom, ha harpet int gant gouarnamant rannvroel Mourmansk e Bro-Rusia. Evelato e chom c’hoazh kalz d’ober. En arvar eo doareoù bevañ ar Samied abalamour dreist-holl da gompagnunezhioù a glask kemer o douaroù da gleuzañ an douar. E Bro-Sveden ha Bro-Rusia dreist-holl eo diaes d’ar Samied difenn o gwirioù a-enep galloud ar gompagnunezhioù prevez.
En ur mare m’emañ an dud o soñjal diàr-benn gwirioù ar pobloù minorel er Stadoù-Unanet, ha dreist pep tra gwirioù ar Sioued e Standing Rock, ret eo kounaat n’eus ket nemet er Stadoù-Unanet emañ seurt traoù o c’hoarvezout. Tostoc’h ouzh Breizh eo Bro-Sami, ha ral eo gwelout keleier diàr-o-fenn, memes mard eo diaes o stourm ivez. Arabat ankounac’haat ivez e vez lazhet tud genidik hogos bemdez e Bro-Vrazil gant kompagnunezhioù prevez harpet gant ar Stad, ha gourdrouzet hag a-wechoù lazhet Amerindianed a-hed Amerika a zehoù pa ne fell ket dezho gwerzhañ o douaroù.