Pempvet Kendael ar Studierien Geltiok da vezañ dalc’het e Glasc’ho

image1

Abaoe pemp bloaz bremañ e vez aozet ur c’hendael gant Kevredigezh ar Studierien Geltiok eus ag Iwerzhon ha Breizh-Veur (Association of Celtic Students of Ireland and Britain). Dalc’het e vo e Skol-Veur Glasc’ho, Bro-Skos, adalek ar 24 betek ar 26 a viz Meurzh 2017. Bez eo pal ar c’hendael bodañ ar studierien hag an enklaskerien yaouank a labour diàr danvez yezhoù, istorioù ha sevenadurioù ar Gelted a-wechall hag a-vremañ. Siwazh ne vez ket gwelet kalz a Vretoned e seurt kendaelioù, daoust ma vez degemeret (ha troet àr-ar-prim !) prezegennoù e brezhonog abaoe kendael Galway, dalc’het en Iwerzhon warlene. Moarvat ne vez ket skignet mat a-walc’h er Vro keleier diàr-benn ar pezh a reer e tu-all ar mor.

N’eus studi keltiok da vat ebet e Breizh, memes mard eus kreizennoù enklask e skolioù-meur Roazhon ha Brest. Gwall alies avat e vezont troet àr danvez Breizh hag ar brezhonog a-vremañ, hep mont re-bell àr danvez ar broioù all. Da skouer e vank c’hoazh deomp embannadurioù a-vremañ buhezioù latin hor sent eus ar Grennamzer. Ne vez ken kinniget ar c’hembraog e skolioù-meur Breizh abaoe un nebeud bloavezhioù, hag en arvar eo dazont an iwerzhonog e Roazhon abaoe ebarzhiañ ar Master er studioù iwerzhonat (Master en études irlandaises) er Master e studioù ar bed saoznok (Master aire anglophone). Sur a-walc’h eo e vo gwelloc’h stad ar studioù keltiok e Breizh ma vefe ebarzhiet hon enklaskerien yaouank e rouedadoù Iwerzhon ha Breizh-Veur.

Sed amañ gant ar c’hendael-se un dro vat da gregiñ e-barzh ar jeu. Serret e vo ar galv da gemer perzh d’ar 16 a viz C’hwevrer, met degemeret e vo pep hini da selaou ha da gaozeal gant ar brezegennourien hag an arvesterien. Kas a c’heller kinnigoù da brezegenniñ e brezhonog, kembraog, iwerzhonog, gouezelog Bro-Skos, ha saoznog. Ar re a fellfe dezho kinnig un dra bennak e kerneveurog pe manavog a c’hell hen ober ma kasint un droidigezh saoznog. N’eo ket bemdez e kaver tro da gaozeal e kement a yezhoù keltiok en ur vodadenn skolveurel !

Kavout a c’heller muioc’h diàr-benn ar c’hendael aze : http://celticstudents.blogspot.co.uk/

Brav e vefe sellout ur c’hendael a zeu aozet e Breizh da ziorren dazont ar studioù keltiok en Arvorig.

> Fañch Bihan-Gallic

Fañch Bihan-Gallic est doctorant en études celtiques à Édimbourg, Écosse.